Ar postañ a dalvez evit an armerzhour kement ha treuzfurmadur ur c'hevala, gant ar ster danvez moneizel, e kevala sonn (ur mad aveiñ pe diloc'h da skouer); evit an arc'hantour e c'holeiñ kement-mañ ar meizad postadenn war grenn pe hir dermen e fredoù arc'hantel. Evit ar jederien eo heñvelster ur postadur gant ur klaviad|c'hlaviad, ha pa vefe-eñ korfel, ankorfel pe arc'hantel.


Perzhioù

kemmañ

Ar postadurioù a c'hell bezañ renket hervez o fal.

Ar postañ gouestoni pe emledañ a zo e bal kreskiñ barregezh produiñ an embregerezh en ur ouzhpennañ da skouer unvezioù produiñ muioc'h evit ur produ a zo anezhañ endeo, ar pezh a vo graet outañ un emled kementadel, pe evit ur produ nevez, amañ e komzer kentoc'h eus un emled doareadel.

Ar postañ erlerc'hiañ pe adneveziñ a zo e bal derc'hel an oberiantiz gant e live a-vremañ dre erlerc'hiañ an aveadurioù arveret pe diamzeret. An embregerezhioù a vez tomm ouzh ar stumm postañ-se er prantadoù enkadennek.

Ar postañ arnevesiñ pe a broduusted a zo e bal kreskiñ ar broduusted dre ober gant aveadurioù arnevez ha peurwellaet.

Ur stumm strategel a c'hell ivez kaout ar postañ a-benn diogelaat diorroadur an embregerezh.

Ar postadurioù a zo dezho meur a berzh.

Ur postadur a vez graet outañ ur postadur produus pa vez uhel a-walc'h gwerzh sammet ar madoù hag ar bozioù bet e-keñver ar c'houstoù ganet. E kontrol e vez graet outañ ur postadur dibroduus (pe n'eo ket produus war-eeun) pa sell ar postadur ouzh madoù pe servijoù a dalvoudegezh foran (skolioù, ospitalioù, h.a.)

Ur postadur danvezel a sell ouzh ur mad produiñ, da skouer. Ur postadur dizanvezel a sell ouzh ar servijoù : stummadur, enklask ha diorren, nevezadur, marketing, teknologiezhioù ar c'hehentiñ, bruderezh, h.a. gouest da zegas un diorroadur da zont.

An tu armerzhel a bled gant perzhioù gwerc'hel ar postañ, an tu arc'hantel o plediñ nemetken gant ar e c'hourzhgread arc'hantel.

Dispignoù 'zo, an dispignoù liammet gant teknologiezhioù ar c'hehentiñ da skouer, a gustum bezañ adstaget ouzh koustoù an embregerezhioù. Lod eus an dispignoù-se a sell ouzh trezalc'h an arloadoù ha ne vezont ket alies jedet evel dispignoù postañ e konterezh an embregerezhioù (e Frañs).

Dezverkoù divizout ur postadur

kemmañ

Dielfennadur meur-armerzhel

kemmañ

En e ziviz postañ e vez keñveriet gant an embregour koust ar postañ (I) gant sammad gwerzhioù bremanaet an enkefiadoù teñzorerezh gounezet a-drugarez d'ar postadur (W). Ar raktres postañ a vo sevenet ma W > I. En dielfennadur keynezian, e talvez an efedusted orel ar c'hevala kement hag ur feur askorusted diabarzh ar postadur. Ar feur-se a vez implijet evel ur feur bremanaat ar gounidoù tennet eus ar posterezh. Seul wanoc'h eo ar feur kampi, seul bouezusoc'h e vo ar posterezh. Evit Keynes eo termenet ar postañ gant ar c'heñveriadenn etre efedusted orel ar c'hevala (w) hag ar feur kampi pleustret war varc'had ar c'hevalaoù (i). Ma vez w > i e vo divizet seveniñ ar postadur. Arc'hantet e c'hell bezañ gant fontoù an embregerezh pe gant un amprest izeloc'h e goust eget feur askorusted ar postadur.

En dielfennadur meur-armerzhel e vez miret ar ger posterezh evit termeniñ ar grouidigezh madoù ha kevalaoù nevez (mekanikoù, madoù diloc'h...). Ez wir eo termenet an dispignoù e madoù postañ dreist-holl gant div varienn : askorad gortozet ar postañ, anvet « efedusted orel ar c'hevala », hag ar feur kampi pe koust an amprest graet evit arc'hantañ prenadenn ar madoù postañ. Evit un efedusted orel ar c'hevala roet e teu war wel penaos eo ar postañ ur fonksion digreskus eus ar feur kampi. Live ar feur kampi a zo neuze ar varienn a c'hoari en diviz postañ. En dielfennadur keynezian bepred eo meizet ar feur kampi evel ur varienn emren, rak dizalc'h ouzh ar c'horvoder.

Postañ a dalvez kement ha dispign arc'hant en ur raktres, ha dre-se dilezel ur bevezerezh diouzhtu hag asantiñ ur riskl bennak, a-benn kreskiñ ar c'horvoderioù da zont.

An distro war bostañ pe askorad, a zo ar c'heñver etre ar varregezh emarc'hantañ hag ar sammad postet. Jedet e vez alies gant ar soñj rakwelet hag-eñ eo azasaet ur postadur kinniget, ha penaos eo-eñ evit mad ar poster. An askorad a zo anezhañ un dezverk pennañ en dibab postañ. En jediñ a reer hervez meur a zerverk : ar gwerzh bremanel rik, ar feuriader spletusted, an termen adtapout ar c'hevala postet hag ar splet keñverel.

Ar feur askorusted diabarzh (FAD) a c'hell a-wezhoù bezañ enebet ouzh dezverk ar gwerzh bremanel rik (GBR). Evit daou bostadur A ha B e c'hell neuze FADA > FADB ha GBRB > GBRA.

Ar c'hevala postet a c'hell mirout gantañ un dalvoudegezh dilerc'h e dibenn e badelezh vevañ.

Priz keñveriel ar c'hevala e-keñver hini al labour a c'hoari war ar posterezh. Ma 'z eo a > b gant a priz al labour ha b priz ar c'hevala (e-keñver o gwerzhioù implij), e vo un erlerc'hiadur eus c'hevala d'al labour, da lâret eo ur postadur.

An embregerezhioù a glask diarbenniñ ar goulenn a-raok postañ a-benn gouzout ma 'z eus ezhomm kreskiñ ar barregezhioù produiñ. Diarbennoù amsavus, pa ziarbenner ur c'hresk eus ar goulenn, a ro lañs d'ar postañ padal diarbennoù diamsavus a harz anezhañ.

Ar feur kampi a dermen koust an amprestoù graet a-benn seveniñ ur postadur. Ma vez uhel e c'hell herzel ar postañ. Live endleadur an embregerezh a c'hoari ivez : un embregerezh endleet a vo ret dezhi gouestlañ ul lodenn eus e spletoù d'en em ziendleañ.

Pep postadur a rank kemer e kont ar c'houst hegoulz hag a zo anezhañ an askorad degaset gant implijoù dazeilat ar c'hevala.

Arc'hantañ ar postadurioù armerzhel

kemmañ

A-raok postañ e ranker en em soñjal war penaos en arc'hantañ. Ezhommoù arc'hantañ un embregerezh, ezhommoù e postadurioù peurgetket, a zo 3 doare d'o vastañ : an emarc'hantañ, an amprest ha kresk ar c'hevala. An teir mammenn-se a c'hell c'hoari a-gevret. Ar postadurioù a c'hell ivez bezañ arc'hantet gant un dilez fredoù, e stern ur strategiezh adkreizañ da skouer.

An emarc'hantañ

kemmañ

Emarc'hantañ a dalvez kement hag arc'hantañ ar postadurioù gant korvoderioù diabarzh an embregerezh. An emarc'hantañ a vez muzuliet e daou vod : ar feur marz (Reñver Kriz Korvoiñ / Gwerzh Ouzhpennet) hag ar feur emarc'hantañ (RKK / Danzeadur Kriz a Gevala Sonn) hag a vuzul al lodenn eus ar postañ arc'hantet gant ar RKK (mentelad ar c'hont korvoerezh).

Implij an amprest

kemmañ

Talvezout a ra kement ha dastum kevalaoù dindan stumm amprestoù digant tredeoù. Padelezh an amprest a rank klotañ gant padelezh ardalañ ar mad prenet (alies e vez un tammig berroc'h padelezh an amprest). An amprest a zo 2 stumm dezhañ : bankel pe dre endalc'hennoù.

Kresk ar c'hevala « en arc'hant dizolo »

kemmañ

Ar pal a zo amañ kreskiñ kevalaoù piaouel an embregerezh dre lakaat isskridañ lodennoù nevez (Kevredad Atebegezh vBevennet) pe kevrannoù (Kevredad Dizanv). Goulennet ez eus dre un oberiadenn kreskiñ ar c'hevala en arc'hant dizolo,

  • gant ar gevranneien da arc'hantañ ar postadurioù
  • pe/ha gant ar gevranneien nevez da zont e-barzh kevala an embregerezh.

An doare-se a zo e berzh mat kreñvaat talusted an embregerezh, pehini ne c'hell ket forzh penaos mont dreist d'ul live amprestiñ bennak hep koll fiziañs e vankoù hag e bourvezerien. N'eo ket an doare-se diouzh laz ar gevranneien rak an embannidigezh kevrannoù nevez a « danav » talvoudegezh ar c'hevrannoù beziat.

Ezhomm 'zo neuze asant ar gevranneien a-benn pleustriñ an doare-se. An dra-se a vo hervez :

  • askorusted ar fontoù piaouel diskouezet pe buket gant an embregerezh. An askorusted-se hag ar riskl a zo ganti a rank bezañ keñveriet gant ar c'houbladoù askorusted/riskl vak all.
  • mon ar yalc'h (evit ar c'hevredadoù feuriet), hag a rank bezañ en tu all da priz embannidigezh ar c'hevrannoù nevez evit ma vo ul laz da isskridañ anezho.
  • pe c'hoazh hervez ur saviad endleadur enkadennek a c'hourdrouzfe an embregerezh ma n'eus ket kavet arc'hant fresk a-benn kadarnaat ar c'hevalaoù piaouel.

Arabat eo kemmeskañ kresk ar c'hevala en arc'hant dizolo gant an enlakadur miradoù (a n'eo nemet un treuzkas postoù kontouriezh e-barzh ar c'hevalaoù piaouel) na gant an eskemm teulioù (pa vez ur c'hendeuzadur-prenidigezh)

An dreistpostañ

kemmañ

Ma vez diarselloù gwellwelus gant an oberourien armerzhel e c'hellont postañ re, ar pezh a raio dezho kaout ur reñver a varregezhioù produiñ. An dreistpostañ a vez graet eus se. Un dreistpostañ uhel a vent ur vro a gas alies d'un enkadenn armerzhel.

Gwelet ivez

kemmañ