Poto Bosman


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Lorisidae
Genad : Perodicticus
Anv skiantel
Perodicticus potto
Müller, 1766
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Poto Bosman (Perodicticus potto) a zo ur bronneg eus ar c'herentiad Lorisidae hag a vev en Afrika, eus Ginea betek Ouganda.

Ar spesad nemetañ eo er genad Perodicticus.

Doareoù pennañ kemmañ

E gorf zo etre 30 ha 40 cm hag e lost etre 5 ha 15 cm. War-dro 1 kg eo e bouez. Gris, gell pe rous eo e feur.

En em vagañ a ra diwar frouezh, sev pe loened bihan. Gouest eo da chom difiñv eurvezhioù-pad. Pa vez taget e stou e benn hag e sko e enebour gant begoù melloù e c'houzoug.

200 devezh e pad an dougen hag e c'hell poto Bosman bevañ 25 bloaz.