Pradeg vras Europa
Pradeg vras Europa zo ur vras a bradeg eus Europa ar sav-heol. Enlakaet e vez en hollad ledanoc'h a vez graet Geoteg Eurazia anezhañ.
Douaroniezh
kemmañWar ur c'horreenn a 994 000 km² en em led Pradeg vras Europa. Eus ar sav-heol d’ar c'huzh-heol en em astenn eus Roumania ar sav-heol da venezioù an Oural, dre su Moldova, Ukraina ha Rusia ha gwalarn Kazakstan.
En norzh ez eo bevennet gant pradeg-ha-koadeg Europa ar sav-heol, un takad etre e-men en em vesk pradeier ha koadeier deliaoueg. Er su ec'h emled betek ar Mor Du, nemet aodoù Krimea ha re gwalarn ar C'haokaz, dalc'het gant ur c'hoad kemmesk kreizdouarel. En Dagestan ec'h emled ar bradeg betek aodoù ar Mor Kaspian, dispartiet avat lodenn norzh ha gwalarn hec'h aodoù dre ur blaenenn ouelec'hek. Gant ar stepeg kazak ez eo bevennet er sav-heol.