Pravda

Kazetenn soviedat ha goude-se rusian

Pravda (rusianeg: Правда, "Gwirionez") a oa ur gazetenn rusian. Kazetenn ofisiel Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel e oa.
Unan eus kazetennoù pennañ ar bed e oa, gant 11 milion a skouerennoù embannet. D'ar 5 a viz Mae 1912 e krogas an embann en Impalaeriezh Rusia, met kroget e oa an embann dija en estrenvro e miz Genver 1911. Goude Reveulzi Here e oa deuet da vezañ kazetenn penn an Unvaniezh Soviedel. Ar gazetenn e oa hini Poellgor Kreiz Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel eus 1912 betek 1991.

Logo ar Pravda
Jozef Stalin war kentañ pajenn ar Pravda

Pennskriverien kemmañ