Presse-Océan zo ur gazetenn bemdeziek graet e Naoned, he zitl a voe La Résistance de l'Ouest etre 1945 ha 1960, kemeret he doa plas ar gazetenn naonedat vras Le Phare de la Loire goude ar brezel. Kuitaat a reas Presse-Océan ar stroll Hersant e 2004 ha prenet e voe gant an industriour Serge Dassault hag a werzhas anezhañ bloaz goude d'ar stroll Sipa - Ouest-France. Serret e voe meur a embannadur lec'hel goude se. Lakaet e voe ar gazetenn er vent tabloid e miz Genver 2009 evit terriñ digresk ar gwerzhioù abaoe un dek vloaz bennak. Dilojañ a reas skridaozerezh ha melestradurezh Presse-Océan e 2012 evit ar wech kentañ eus e istor, eus ar straed Santeuil d'ar straed Deshoulières e kreiz-kêr Naoned, hag e 2019 d'ar memes savadur ha Ouest-France, ar skingomz Hit West hag ar pemdezieg digoust 20 minutes, 2 kae François-Mitterrand en Enez Naoned. Ne chom nemet pevar embannadur hiziv, e Naoned ha Sant-Nazer dreist-holl.

Ar skignañ kemmañ

Sed amañ sifroù skouerennoù paeet ar pemdezieg (mammenn : Alliance pour les chiffres de la presse et des médias) :

Bloavezhioù 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2011 2012 2013 2014 2015 2016[1] 2017[1] 2018[1]
Skignañ 55 342 54 112 53 653 52 140 49 453 44 576 45 204 45 318 34 488 34 417 34 447 33 181 32118 30 797 29 425 28 488 27 416

Sifroù an embannadur Presse Océan Dimanche hervez ar memes mammenn :

Bloavezhioù 2005 2006 2007 2008 2009 2010 2011 2012 2013 2014 2015 2016 2017 2018
Skignañ 27 243 25 563 26 168 23 170 21 124 22 826 22 732 22 505 22 174 21 554 21 169 20 285

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Presse Océan - ACPM e www.acpm.fr