Priñselezh Calenberg
- Ur bajenn disheñvelout Kalenberg zo ivez.
Priñselezh Calenberg a oa ur briñselezh en Impalaeriezh santel roman german a oa deuet da vout Priñselezh Hannover pa voe unanet gant Priñselezh Lüneburg-Celle en 1705. Dont a ra an anv eus Kastell Calenberg a zo e Pattensen, ma oa ar gêr-benn betek e 1636, 13 km er c'hornôg da Hildesheim. Goude-se eo kêr Hannover an hini a voe kêr-benn.
Istor
kemmañC'hoarvezout a rae ar briñselezh, renet gant un dug, eus rannidigezh dugelezh Braunschweig-Lüneburg.
- E 1494 e tegouezhas gant Erik, eil mab an dug Wilhelm II Braunschweig-Lüneburg.
- E 1495 e stagas Erik Priñselezh Göttingen ouzh e zomani.
- En 1584 e voe ebarzhet en Priñselezh Wolfenbüttel hag en 1634 e voe distaget evit skourr Braunschweig-Lüneburg: d'ar mab henañ Lüneburg-Celle, d'an eil hini Calenberg.
- En 1692
- En 1705 e tegouezhas Lüneburg-Celle gant mab Ernst August, ar priñs-dilenner Georg Ludwig. Stagañ a reas an div briñselezh, adsavet e oa dugelezh Braunschweig-Lüneburg, war-bouez Wolfenbüttel.
Ne voe ket eus ar briñselezh ken pa voe krouet rouantelezh Hannover en 1803.