Priñselezh Kembre
Priñselezh Kembre (kembraeg : Tywysogaeth Cymru) a oa bet, da gentañ, tiriad priñsed Kembre eus tiegezh Aberffraw etre 1216 ha 1283, hag en em astenne, etre 1267 ha 1277, war an tri c'hard eus Kembre bremañ. Da c'houde aloubadeg ar vro gant Edouarzh Iañ etre 1277 ha 1283 e chomas an tiriadoù-se dindan beli eeun kurunenn Bro-Saoz. Savet e voe ur Briñselezh nevez renet gant ar roue saoz pe e vab, hep bezañ ebarzhet e Rouantelezh Bro-Saoz. Dismantret e voe e 1535 ha 1542 pa voe lakaet e plas Aktoù Lezennoù e Kembre gant Herri VIII da stagañ Kembre ouzh Bro-Saoz da vat.