Priñselezh Leiningen
Priñselezh Leiningen ( Fürstentum Leiningen en alamaneg) zo bet ur briñselezh verrbad eus an Impalaeriezh roman santel, en Alamagn, krouet gant an Impalaer santel Joseph II e 1779, aet da get e 1803.
An darn vrasañ anezhi zo aet gant Baden-Wurttemberg hag un darnig gant Bavaria.
Yezh
kemmañEvel kalz anvioù-lec'hioù all damheñvel (en "ingen") e oa bet gallekaet anv Leiningen e Linange.
Istor
kemmañE 1779 e voe savet konted Leiningen-Dagsburg-Hardenburg da briñsed an Impalaeriezh roman santel, ha Karl Friedrich a deuas da vout "Fürst zu Leiningen". E deroù an dispac'h gall en devoa:
- Kontelezh Leiningen (Grafschaft Leiningen) ;
- Kontelezh Dabo (Grafschaft Dagsburg), hag enni Dabo, Hommert, Harreberg, Walscheid, Abreschviller ha Voyer (hiriv e Bro-C'hall);
- Aotrouniezh Weyersheim.
E Mezheven 1793 e voe kemeret Leiningen-Dabo gant Bro-C'hall.
E C'hwevrer 1801, gant feur-emglev Lunéville e voe anavezet ar berc'henniezh c'hall.
E C'hwevrer 1803 e voe krouet ar briñselezh Neuze e voe roet d'ar priñs:
- eusPriñselezh Mainz, aotrouniezhioù Miltenberg, Amorbach, Bischofsheim, Königshofen ha Krautheim hag ivez an holl zouaroù etre ar stêrioù Main, Tauber, Necker ha kontelezh Erbach ;
- eus Eskopti Wurtzburg, aotrouniezhioù Grünsfeld, Hardheim, Lauda, Rippberg ha Gerlachsheim, war lez an Tauber ;
- eus Pfalz, aotrouniezhioù Boxberg ha Mosbach ;
- abati Amorbach ha provostiezh Comburg.
Priñsed
kemmañ- Carl Friedrich Wilhelm, kentañ priñs Leiningen (1724-1807)
- dimezet da Christiane Wilhelmine, kontez Solms-Rödelheim
- Emich Carl zu Leiningen, eil priñs Leiningen (1763-1814), dimezet div wech,
- 1 e 1787 da Henriette, kontez Reuß zu Lobenstein-Ebersdorf,
- 2 e 1803 d'ar briñsez Victoria von Sachsen-Coburg-Saalfeld
- Karl zu Leiningen, trede priñs Leiningen (1804-1856)
- Maria, kontez Klebelsberg
- Ernst zu Leiningen, pevare priñs Leiningen (1830-1904)
- dimezet da Marie, priñsez Baden
- Emich Eduard Carl zu Leiningen, pempet priñs Leiningen (1866-1939)
- dimezet da Feodora, priñsez Hohenlohe-Langenburg