Priñselezh Waldeck-Pyrmont

Prinselezh Waldeck, pe Waldeck-Pyrmont, a oa ur stad alaman en Impalaeriezh Santel, e Kengevread ar Roen, er C'hengevread alaman, hag en Impalaeriezh alaman.

Douaroniezh

kemmañ
 
Kartenn eus priñselezh Waldeck. Kontelezh Pyrmont zo en hanternoz, ha kalz bihanoc'h.

Ur gorread a 1121 km2 a oa dezhi, hag Arolsen e oa ar gêr-benn. E 1905 e oa 59 000 a dud o chom enni. Div briñselezh a oa enni :

Kestell ar briñselezh

kemmañ
 
Titl-amprest eus priñselezh Waldeck-Pyrmont en miz Genver 1863.

Waldeck a oa ur gontelezh eus an Impalaeriezh Santel abaoe an XIIIvet kantved, e dalc'h dilennerien Mainz. Dre hêrezh e voe staget ouzh kontelezh Pyrmont en 1625. En 1655 ez eas ar gonted da chom da gastell Waldeck, war lez ar stêr Eder, en Arolsen.

En 1712, gant an impalaer Karl VI an Impalaeriezh Santel e voe savet ar gontelezh da briñselezh.