Priz
Ar priz (pe ar briz) eo ar sammad moneizel roet en eskemm d'ur mad pe d'ur servij da geñver ur pren pe ur werzh. War an dachenn armerzhel pe kellidel eo disheñvel meizad ar priz diouzh hini ar c'houst. Ez wir e sell ar c'houst ouzh an dispignoù liammet gant an enodoù pa sell ar priz ouzh ar werzh pe an dalvoudegezh psikologel eo prest ar bevezer pe ar pratik da baeañ. Ar pezh a zo ur priz gwerzh evit ur geneskemmer a vo ur c'houst prenañ evit egile, daoust d'an dalvoudegezh-arc'hant bezañ heñvel.
Ar priz a zo anezhañ meizad diazez en armerzh korrgantel.
Stummadur ar priz
kemmañAr priz a c'hell bezañ ur priz marc'had pe ur priz rediet, hervez ar reizhiad armerzhel. En un armerzh a varc'had e tever ar prizioù eus ar c'heñveriadur etre ar c'hinnig hag ar goulenn war ar marc'had : ur verrentez a lak kresk war ar prizioù padal ur reñver a ginnig a lak anezho da goazhañ.
Pouez ar reizhiad prizioù frank a zo bet lakaet war wel gant ekonomourien ar skol armerzh aostrian, dreist-holl da geñver an daeladenn war ar jed armerzhel hag a enebas er bloavezhioù 1920-1930 Ludwig von Mises ha da c'houde Friedrich Hayek ouzh kentuidi ar sokialouriezh a varc'had, Oskar Lange en o fenn. Ludwig von Mises a gave dezhañ e oa ar reizhiad prizioù frank an doare nemetañ gouest da genurzhiañ oberoù ar milionoù a dud a za d'ober armerzh ur vro. Friedrich Hayek a bouezas-eñ war roll ar prizioù evel lankadoù treuzkas ar c'heloù vak d'an hiniennoù[1].
An ekonomour Milton Friedman a ziver tamm-pe-damm ar c'heal-se dre ezteurel penaos e vez tri c'harg gant ar reizhiad prizioù frank[2] :
- Treuzkas ar c'heloù diwar-benn ar c'hinnig hag ar goulenn
- Broudañ ar broduerien da vont war-zu ar gennadoù uhel o frizioù, ha dre-se reiñ an tu da zistreiñ d'ar c'hempouez
- Dasparzh ar c'horvoderioù
En un armerzh steuñvet kreizennet e vez savelet ar prizioù en ur mod aotrouniek gant ar galloudpù foran, hervez ma soñj dezho eo talvoudus (ar priz a zo skoaziadennet) pe noazus (ar priz a zo keraet) produ-mañ-produ.
E saviadoù 'zo (en un armerzh a vrezel peurgetket), pe e reizhiadoù emellout 'zo (armerzh steuñvek), a ra ar pennadurezhioù gant « reol ar prizioù », pe d'an nebeutañ war ul lodenn eus ar prizioù pleustret war ar marc'had. Levezoniñ a reont ivez ar c'hinnig (gwarezhouriezh, skoaziadenn...) hag ar goulenn (feurlodadur).
Ar frankiz peurvat war ar prizioù n'eus ket anezhi, abalamour da skog an delladurezh peurgetket, a sell outo war bep a varc'had.
Emdroadur ar prizioù
kemmañEmdroadur ar prizioù a zo muzuliet gant ar monc'hwezh.
Meur a feuriader priz a zo evit pep doare priz :
- Ar prizioù beveziñ a zo muzuliet gant Feuriader ar prizioù beveziñ (FPB, pe c'hoazh CPI e saozneg).
- Ar prizioù produiñ a zo distag ar muzul anezho diouzh hini ar prizioù beveziñ. Gallout a reont bezañ heñvelaet ouzh ar c'houstoù produiñ.
Evit ur mad bennak e vez anv eus e Briz merkel pa venner menegiñ ar prizioù eztaolet en ur moneiz bennak. Anv a zo eus e Briz gwerc'hel pa tilamer ar monc'hwezh, da lâret eo emdroadur ar prizioù, diouzh ar priz merkel.
Daveoù
kemmañ- ↑ Friedrich Hayek, "The Use of Knowledge in Society", American Economic Review, miz Gwengolo 1945
- ↑ Milton Friedman, Frankiz an dibab, 1980, Belfond, p. 26-38