Priz meur ar Broadoù
Priz meur ar Broadoù a oa ur genstrivadeg c'hall war varc'h-houarn hag a veze redet (a-benn d'an eur hiniennel) etre 1932 ha 2004, ur wech ar bloaz.
Kemmet e oa bet hirder ar redadeg meur a wech :
- e-pad ar pemp bloavezh warn-ugent kentañ e veze redet betek 140 km,
- er bloavezhioù 1970, 1980 ha 1990 e veze redet war-dro 90 km,
- da geñver ar bloavezhioù diwezhañ ne veze ket redet nemet war-dro 70 km.
E 2000, Lance Armstrong en devoa lakaet keitad-eur ar redadeg en e uhelañ gant 49,404 km/e.
Lakaet e oa bet Priz meur ar Broadoù e deiziadur Kib ar bed marc'h-houarn war hent e 1992 ha 1993 ; krouidigezh an UCI World Tour he devoa graet dezhañ mont da get evit gwir.