Prizonidi Japan an Eil Brezel-bed

E-pad an Eil Brezel-bed, etre 19 500 hag 50 000 ezel eus nerzhioù Lu Impalaeriezh Japan o devoa kodianet d'ar Gevredidi a-raok fin Brezel ar Meurvor Habask e miz Eost 1945.
Soviediz o devoa graet ha bac'het e-tro 500 000 prizoniad brezel ha trevour japanat e Sina hag e lec'hioù all. Niver hollek ar soudarded, martoloded ha nijerien japanat kodianet ne oa ket uhel dre pennaennoù milourel Impalaeriezh Japan : sañset e oa an holl stourm betek ar marv. Ar Gevredidi o doa mil boan evit pakañ prizonidi. Ul lodenn vras eus ar soudarded japanat, a oa sur hervezo da vezañ jahinet ha lazhadeget ma vefent prizoniet, a gave gwell dezho emlazhañ.

Ur soudard japanat er mor e Cape Endaiadere, Ginea Nevez, d'an 18 a viz Kerzu 1942. Ur c'hreunadenn zo nepell diouzh e benn, ar soudard aostralian en deus galvet anezhañ da godianañ met emlazhañ a raio.

Gouarnamantoù ar Gevredidi gant ar pennoù bras milourel eus ar C'hornôg o devoa goulennet ma vefe graet war-dro prizonidi brezel Japan hervez an emglevioù etrevroadel. En gwirionez, kalzig soudarded ne oant ket tomm gant pakañ prizonidi dre ur meskaj a ouenelouriezh, hag ar fed ma oa bet jahinet ah lazhet prizonidi gant ar Japaniz. Ur c'hampgn kroget e 1944 o vroudañ da bakañ prizonidi brezel a oa bet lañset, deuet e oa a-benn da uhelaat an niver a brizonidi graet dreist-holl e doug bloavezh diwezhañ ar brezel.

Ar brizonidi brezel japanat a soñje dezho kreñv e oa chalus bras o stad hag e oant troc'het da viken gant ar japaniz all, un toullad anezho o devoa roet titouroù milourel. Ar brizonidi paket gant nerzhioù ar C'hornôg a oa dalc'het a-vras e doareoù mat e kampoù en Aostralia, Zeland-Nevez, India ha Stadoù-Unanet Amerika. Ar re paket gant an URSS a oa kaset e kampoù-labour e Siberia. Goude an Eil Brezel-bed e oa kroget da leuskel ar brizonidi-se da zistreiñ e Japan, SUa hag ar Rouantelezh-Unanet o devoa dalc'het milieroù anezho betek 1946 pe 1947 hag an URSS betek penn-kentañ ar bloavezhioù 1950. An URSS en doa kroget da laoskel ar brizonidi brezel da vont a-hed degadoù a vloavezhioù goude fin ar brezel. Reoù a zo chomet stanket betek fin an URSS er bloavezhioù 1990. Un nebeud a zo chomet e Rusia dre ma oa bet savet ur familh eno ganto.