Prokroustes (henc'hresianeg : Προκρούστης / Prokroústês, e « an hini a vorzhol evit astenn ») e oa lesanv ur forbann eus Attika anvet Polypemon (Πολυπήμων / Polupếmôn (« an hini noazus-bras »), e mojennoù Hellaz kozh. Lesanvet e oa ivez Damastès (Δαμαστής / Damastếs (« an doñvaer »).

Theseüs ha Prokoustes, kiliks atikat gant dremmoù ruz, 440-430 kent JK, British Museum (Vase E 84)
Theseüs ha Prokoustes, kiliks atikat gant dremmoù ruz, 500-490 kent JK, Mirdi al Louvre (G 104)

Mab e oa da Boseidon, ha dimezet da Sylea. Tad mager Sinis e oa, ha hennezh a oa mab ivez da Boseidon.

Gwele Prokoustes

kemmañ

Er Bibliotheca historica gant Diodoros Sikilia ez eus un tamm mojenn :

Goude-se e lazhas Theseüs Prokoustes a oa o chom e Menez Korydallo en Attika. Prokoustes a redie ar veajourien da vont war ur gwele ; troc'hañ a rae an izili re hir, a valire e-maez ar gwele ; hiraat a rae an treid d'an dud a oa re vihan. Se zo kaoz e oa lesanvet Prokroústês.

Deuet eo Prokoustes da vezañ arouez ar c'hoant da stourm ouzh an disheñvelderioù ha « gwele Prokoustes » arouez arnodoù enebourien an disheñvelder ha ne fell dezho gwelout nemet un doare da soñjal, da ober, da gomz.

Lennegezh

kemmañ
  • Sleepless Nights in the Procrustean Bed, dastumad arnodskridoù gant Harlan Ellison.

Notennoù

kemmañ

Mammennoù

kemmañ

Lennegezh

kemmañ