Propaganda
Propaganda a vez graet eus un doare kelaouiñ tuet hag a zo e bal levezoniñ ur boblañs etrezek un doare soñjal pe un abeg.
Iskevrennad eus | manipulation, Kemennadur, information campaign, deceptive communication technique ![]() |
---|---|
Arvez | religious fanaticism ![]() |
Diazezet war | political agenda, hidden agenda ![]() |
Pal | social influence, galloud ![]() |
Deskrivet en URL | https://wikispooks.com/wiki/Propaganda ![]() |
Istor | history of propaganda ![]() |
Dezverket dre an ezvezañs a | journalistic objectivity ![]() |
Pleustret gant | propagandist, useful idiot ![]() |
A implij | loaded language, propaganda techniques ![]() |
Ma'z eo deuet da vezañ ur ger gant ur meneg fall hiziv-an-deiz n'eo ket bet atav ar memestra dre ar ster orin hag a oa neptu betek kaout ur meneg pozitivel, implij brudadegoù propaganda evit ar yec'hed pe c'hoazh brudadegoù evit reiñ c'hoant d'ar geodedourien da vont da votiñ.
Orin ar ger
kemmañPropaganda a zo ur ger modern latin o tont eus propagare. Deuet eo war wel ar ger propaganda adal krouidigezh ur gevrenn nevez d'an Iliz gatolik (kenvreuriezh) e 1622 anvet Congregatio de Propaganda Fide (Kenvreuriezh evit emled ar gredenn) hag a oa krennet e Propaganda. Pal an aozadur-se a oa ledañ ar feiz gatolik etrezek ar broioù na oant ket c'hoazh eus ar gredenn-se.
Adalek 1790 e krog implij ar ger propaganda gant oberiadurioù laik. Kregiñ a raio ar ger propaganda da gaout ur meneg fall adal kreiz an 19vet kantved dres pa vezo adimplijet e bed ar politikerezh.
Doareoù
kemmañDiaes ez eo da sevel harzoù sklaer etre propaganda ha doareoù all da gelaouiñ pe da gendrec'hiñ an dud. E pelec'h e vez kavet an tu da ziforc'hañ sklaer hag anat en ur chom gant ur sell skiantel? "Ar pezh a reomp-ni a zo disheñvel, int-i a ra propaganda".
Gant Garth Jowett ha Victoria O'Donnell ez eus bet roet un displegadenn skiantel d'ar ger propaganda.
Propaganda brezel
kemmañAr propaganda a zo anavezet hag implijet alies a-raok pe e-pad ur brezel evit broudañ an dud da gemer perzh enni pe da vroudañ ar brasañ niver ez eo ur brezel evit ar mat.