Psiche (Psyche en latin, Ψυχή/Psykhế en gregach) zo anv un doueez a zo personeladur an ene.

Psiche skrapet, gant William-Adolphe Bouguereau.

OrinAozañ

Kentañ meneg eus Psiche a gaver er romant Asinus aureus (an azen alaouret), skrivet gant Lucius Apuleius Madaurensis (pe Platonicus) en IIvet kantved, pe, resisoc'h, en ur gontadenn a zo e-kreiz ar romant.

Kontadenn ApuleiusAozañ

 
Psiche enoret gant ar bobl (1692–1702) gant Luca Giordano

Kontadenn Kupidon ha Psiche zo lec'hiet war-dro kreiz romant Apuleius hag a ya ganti kement hag ur bempvedenn anezhañ.[1] Kontet eo ar romant gant un den, anvet Lucius. Troet eo en azen dre un taol hud aet a-dreuz. Goude un toullad avanturioù e tro da zen en-dro goude debriñ roz. Damheñvel eo istor Psiche : ranellded, kastiz, amprouennoù.[2]

Psiche, ur goantenn a briñsez, zo ken koant ma sav gwarizi en doueez Afrodite. Div c'hoar goant he deus, met koantoc'h eget an doueez n'int ket.

ArzAozañ

 
Psiche sorprende Amore Louis Jean François Lagrenée, 1769

NotennoùAozañ

  1. Harrison, "Cupid and Psyche," Oxford Encyclopedia of Ancient Greece and Rome, p. 338.
  2. Entry on "Apuleius," in The Classical Tradition (Harvard University Press, 2010), pp. 56–57.