Park Jae-sang (Hangul: 박재상; Hanja: 朴載相; ganet d'an 31 a viz Kerzu 1977), brudet dre e anv micher Psy (skrivet PSY alies), zo ur c'haner, skriver kanaouennoù ha produer pladennoù sukoreanek. Psy a zo brudet evit bezañ un den fentus evel en e glipoù kement hag evit bezañ oberiant war al leurennoù sonerezh. Brudet-bras eo bet gant ar ganaouenn "Gangnam Style". Diskan ar ganaouenn a zo bet degemeret er Yale Book of Quotations ha lakaet e-touez an arroudennoù brudetañ eus ar bloavezh 2012.

Psy e 2012.
E 2014 Psy o kanañ ar ganaouenn Gangnam Style.

Buhez kemmañ

Park Jae-sang a zo ganet d'an 31 a viz Kerzu 1977, en ur familh galloudus e distrig Gangnam eus Seoul, e Sukorea. An tad, Park Won-Ho, a oa penn an embregerezh DI Corporation, un embregerezh sevel dafar tredan hag a vez kavet en eskemmdi Korea. Ar vamm, Kim Young-hee, a zo perc'henn war meur a di-debriñ e Gangnam.

Park a zo bet skoliataet er skol hag er skolaj e Banpo (반포) hag e Sehwa (세화) evit al lise. Displijet bras e oa gant ar skol ha brudet e oa evel furlukin ar c'hlas. E-pad un atersadenn war ar skinwel Sukorean ur c'helenner hag en doa bet Park a embanne: "Soñj am eus eus Psy o sevel farsadennoù reizhel e-leizh e-pad ar c'hentelioù. Kalz levezon en doa betek kas ar c'hlas war-zu e farsadennoù. Er mare-se e oan displijet gantañ, met en ur sellet en a-dreñv, gwelet a ran e veze degaset gantañ kalz energiezh d'ar c'hlas."

 
Psy gant logo ar ganaouenn Gangnam Style.

Buhez prevez kemmañ

D'ar 14 a viz Here 2006 ez eo dimezet Psy gant Yoo Hye-yeon, ur c'hoarierez gourrebed e Yonsei University hag a oa o vevañ gantañ abaoe tri bloaz hanter. Div verc'h gevelled o deus bet.

E miz Gouhere 2013 o vezañ aterset gant ar Sunday Times, Psy en devoa disklêriet en doa kudennoù alkoolegezh. Hervezañ al lajadoù amzer nemeto ma ne eve ket a oa pa oa mezviet betek-re.

Psy a wel e ganaouenn "Gangnam Style" evel ar pal uhelañ a c'halle tizhout evit e vuhez a-bezh.