Ptolemaios Iañ Sôter
Ptoleme Soter, pe Ptolemaios Iañ Sôter (Πτολεμαῖος Σωτήρ, Ptolemaĩos Sōtḗr e gregach), ganet en -367 e Makedonia, marvet en -283, a oa ur jeneral hellazat gant Alesant Veur, hag unan eus an diadoked. Satrap Egipt e voe, ha faraon goude marv Alesant. Brudet eo da vezañ savet Levraoueg Alexandria.
Mab e oa da Lagos met hervez Paosanias e vije ur mab bastard da Fulup II, tad Alesant Veur, Lagos n'en dije graet nemet reiñ e anv d'ur bugel graet gant e roue.
Mignon e oa da Alesant abaoe o bugaleaj, ha dont a reas da vout unan eus ar Somatofilaked, gwarded ar roue, ha kenlabourer tost dezhañ. Ouzhpenn bezañ mignon d'ar roue e oa ur soudard a dalvoudegezh.
Pa varvas Alesant e voe anvet da satrap Egipt, en anv ar rouaned Fulup III hag Alesant IV.
Dimezioù ha bugale
kemmañDimeziñ a reas peder gwech:
- da gentañ da serc'h Alesant, Tais, ha tri bugel o doe: daou vab, hag ur verc'h hag a zimezas da roue Kiprenez, Eunoste.
- en 324, war urzh Alesant, da Artakama, merc'h d'ar satrap Artabazus, e-pad euredoù Susa
- en -321 da Eurydice, merc'h da Antipater, hag ur mab o doe, Ptolemaios Keraunos (lesanvet « an taran» abalamour d'e demz-spered feuls), ha div verc'h, Ptolemais ha Lysandra
- entre -316 et -310, ur servijourez da Eurydice, Berenike, a roas pevar bugel dezhañ :
- daou vab, an hini a vo Ptolemaios II, hag Argées,
- div verc'h, Arsinoe ha Philatera.