Ur pennad Puerto zo ivez.

Puerto Williams zo ur gêr hag ur porzh eus su Chile en enez Navarino. Emañ war ribl Kanol Beagle. Bez' eo pennlec'h kumun Cabo de Hornos ha hini proviñs Antarktika Chile, unan eus proviñsoù Chile e Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile. E Puerto Williams ez eus 2 874 a dud o chom ha kontañ a reer ez eo ar gêr suañ er bed[1].

Puerto Williams
city in Chile, port settlement
Deiziad krouiñ1953 Kemmañ
Anvet diwarJohn Williams Wilson Kemmañ
StadChile Kemmañ
Kêr-benn eusCabo de Hornos, Proviñs Antarktika Chile Kemmañ
E tiriadCabo de Hornos Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC−03:00 Kemmañ
War riblStrizh-mor Beagle Kemmañ
Lec'hiadurEnez Navarino Kemmañ
Daveennoù douaroniel54°56′3″S 67°36′39″W Kemmañ
Kod-post6350000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.ptowilliams.cl Kemmañ
Köppen climate classificationMarine west coast climate Kemmañ
Map

Savet e voe kêr e 1953, ha da gentañ e oa anvet Puerto Luisa. Diwezhatoc'h e voe anvet Puerto Williams en enor da John Williams Wilson, ur moraer chileat genidik eus Bro-Saoz hag a savas Fuerte Bulnes, ar c'hreñvlec'h koshañ e tolead Strizh-mor Magalhães, savet e 1843.

Ur porzh pouezus eo Puerto Williams evit mont da inizi su Chile ha da Antarktika. Ul lec'h pouezus eo evit pesketaerien ar vro ivez.

Notennoù

kemmañ
  1. "Diario: Punto Williams", Clarin, 30 June 1998