Puputov
Ar c'hejaj Puputov (diwar an anv kejaj Molotov kemmesket gant pupú, kaoc'h e spagnoleg) zo un arm nann marvus ijinet hag implijet gant ar vanifesterien e Venezuela enebet ouzh gouarnamant Nicolás Maduro.
Ar c'hentañ implij anezho a oa bet e Los Teques, kêr-benn stad Miranda, nepell diouzh Caracas, e penn kentañ miz Ebrel 2017[1] Soñjet e oa bet gant ar vanifesterien e vefe efedusoc'h evit ar bombezennoù pentur[2].
Eskemmet e vez an doareoù da sevel anezho dre ar rouedadoù sokial[3].
Enebiezhoù
kemmañSkinwel Stad Venezuela a embann ez eo un doare bio-sponterezh. Lod eus ar vanifesterien a sav a-enep abalamour d'ar riskloù kleñvedoù ha dre ma'z eo lous.
Skeudennoù
kemmañ-
Kejajoù Puputov e stumm ur sac'h plastik hag ur pod gwer.
-
Kejajoù Puputov prest da vezañ bannet.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ http://observers.france24.com/fr/20170512-venezuela-puputov-nouvelle-arme-manifestants-excrements-crise-affrontements-caca
- ↑ https://web.archive.org/web/20170602090526/http://www.lanacion.com.ar/2022124-venezuela-que-son-las-bombas-puputov-que-desde-las-redes-proponen-utilizar-contra-la-policia
- ↑ http://www.nordeclair.fr/58894/article/2017-05-11/les-puputov-ou-bombes-caca-nouvelle-arme-des-manifestants