Stêr Loa
stêr e Chile
(Adkaset eus Río Loa)
Ar Stêr Loa (Río Loa e spagnoleg) zo ur stêr e norzh Chile, etre Rannvro Tarapacá ha Rannvro Antofagasta, ha hirañ stêr ar vro gant 440 km. Treuziñ a ra un tamm bras eus dezerzh Atacama, adal an Andoù betek ar Meurvor Habask.
Río Loa | |
---|---|
Ar stêr Loa e Calama | |
Riez | Chile |
Eienenn | Menez-tan Miño |
Uhelder | 4 277 m |
Lec'hiadur | 21° 11' 58.6" S – 68° 40' 04.8" K |
Genoù | Meurvor Habask |
Lec'hiadur | 21° 25' 48.0" S – 70° 03' 27.4" K |
Hirder | 440 km |
Diazad | 33 570 km² |
Kas keitat | 2,43 m3/s |
Red hag adstêrioù
kemmañEieniñ a ra ar stêr Loa tost da Ollagüe, e-harz ar menez-tan Miño en Andoù. Redek a ra en ur ganienn a-hed ur 150 km war-zu ar su hag erruout en oaziz Chiuchiu.