Río Mera (ría de Ortigueira)

Ar Río Mera zo ur stêr e Proviñs A Coruña e gwalarn Galiza, etre ar c'humunioù Cariño hag Ortigueira, hag a zegouezh er Ría de Ortigueira.

Río Mera (ría de Ortigueira)
stêr, dourredenn
EienMonte Caxado Kemmañ
En em daol eRía de Ortigueira Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
E tiriadOrtigueira, Proviñs A Coruña Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°38′45″N 7°54′32″W, 43°40′16″N 7°54′14″W Kemmañ
Map

Eieniñ a ra e laez Monte Caxado, 752 metr a-us live ar mor, e su ar Sierra de Faladoira kent redek a-hed 29 c'hilometr war-du an norzh betek ar mor en Ortigueira, ma stumm an ouf heñvelanvet.

War-dro 5 m³ eo fonnder keitat ar stêr, a zo maget gant meur a adstêrig en un diazad 127 km² e c'horread.