Rachel Ruysch
Rachel Ruysch, ganet d'an 3 a viz Mezheven 1664 e Den Haag, marvet en Amsterdam d'an 12 a viz Eost 1750, a oa ul livourez izelvroat, a live bleunioù dreist-holl. Gant Maria van Oosterwijk ha Judith Leyster eo unan eus teir brudetañ livourezet izelvroat ar marevezh.
Da dri bloaz ez eas he zud da chom da Amsterdam
He zad Frederik Ruysch, a oa ur c'horfadurour hag ul louzawour brudet. Dastum a rae ur bern traoù divoas en e di. Skoazellañ he zad a rae da brientiñ ha kempenn ar pezhioù lakaet war ziskouez en ul liquor balsamicum gant bleunioù ha dantelezh. Da 15 vloaz ez eas Rachel Ruysch da zeskiñ livañ gant Willem van Aelst, livour e Delft painter, brudet e livadurioù bleunioùpaintings.
En 1693 e timezas d'ar poltredour Juriaen Pool (1666-1745), ha dek bugel o doe.
He c'hoar Pieternel a zimezas da Jan Munnicks, a live bleunioù en Hortus Botanicus Amsterdam. Ur vaouez deol e oa Rachel Ruysch .
Bevañ a reas betek 85 bloaz, ha livañ a reas adal he yaouankiz betek tremen pevar-ugent vloaz. Ur c'hant bennak a daolennaoù ganti zo anavezet.