Ragnarr Loðbrók pe Lothbrok (norseg kozh : Ragnarr Loðbrók, "Ragnar lavregoù-dizoare") a oa ur penn viking [damvojennel eus an henvarzhoniezh norseg hag eus an hengoun fornaldarsaga ; roue Danmark ha Sveden e vije bet.

Ragnarr Loðbrók gant e wreg ar briñsez Aslög – August Malmström, e-tro 1880

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Hervez ar mammennoù diasur-se, Ragnarr a oa bet brudet evel penn argadennoù skrapañ e Bro-Saoz ha Frankia e-kerzh an IXvet kantved, seziz Pariz e 845 en o zouez[1].

Hervez an hengoun lennegel, Ragnarr a oa mab ar roue svedat Sigurðr hringr ; teir gwech e voe dimezet : gant ar skjaldmær (ar gadourez) Lathgertha, gant Þóra Borgarhjǫrtr ha gant ar briñsez Aslög (anvet ivez Kráka, Kraba ha Randalin).


Notennoù

kemmañ
  1. (la) (fr) Les annales de Saint-Bertin. Paris : 1871 pp. 60-61. Kavet : 29 Genver 2023.