Raktres Translate (brezhoneg)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar raktres Translate pe translate.bzh a zo e bal pourveziñ d'ar brezhoneg korpusoù skrid pe kleved a c'hellor sevel ostilhoù urzhiataerel diwarno evit troidigezhioù emgefre dre an naouegezh alvezel.
Istor
kemmañSavet e voe ar raktres e 2024 diouzh kenstroll ar skolveuriadez Mélanie Jouitteau, an diorroer, Gweltaz Duval-Guennoc hag ar c'helaouenner-diorroer Web, Philippe Argouarc'h. Diazezet eo war al labour diorren graet gant an eil, p'en deus azasaet d'ar brezhoneg ar meziant frank Vosk, a zo implijet evit kas ar gomz da destenn (anaoudadur ar gomz),hag a zo bet anvet Anaouder gantañ. An enklaskerez a evesha diorroadur ar brezhoneg ent-hollek ha, dreist-holl, e-keñver ar pezh a c'hoarvezo diwar araokadennoù an ostilhoù nevez a vezo kaset gant an naouegezh alvezel. Pa oa oc'h implij Anaouder e sante diouer an etrefas Web evit ma c'hellfe bezañ degaset danvez ha dafar gant kumuniezh ar vrezhonegerien. Philippe Argouarc'h en doa savet al lec'hienn translate.bzh, ha deuet eo David Le Meur evel kenurzhier en anv font debarzhadur Breizh niverel.
Boueta domani niverel ar brezhoneg
kemmañMuioc'h a ditouroù : Treterezh emgefre ar brezhoneg
Hervez Mélanie Jouitteau, bezañs ar brezhoneg er vuhez foran a c'hello mont da goll ma n'eus ket trawalc'h a skoroù niverel evel troerioù emgefre pe anaouderien al lavar, diwar ar c'hleweled pe ar skridoù. Tapet eo bet darn eus ar marc'had gant embregerezhioù bedel, Google an hini galloudusañ. Ma n'eus ket a droer e brezhoneg e-barzh Google Translate e teu an ezvezañs-se eus treuted an testennoù pe enrolladurioù brezhonek niverelet ha frank o gwirioù-implijout.
Ouzhpenn ar c'horpusoù dioueradus (Wikipedia e brezhoneg, troidigezhioù graet gant an Ofis, levrioù niverelaet...) ez eus enrolladurioù dre gomz pe klewelet a c'hellfe bezañ tretet gant ostilhoù treuskrivañ da vezañ kinniget da neb a gar e-touez kumuniezh ar vrezhonegerien, o vezañ m'eo aet kalz anezho da vezañ barrekoc'h-barrekañ war an teknikoù urzhiataerel.
Saevel ar c'horpusoù
kemmañKinniget ez eus un toullad ostilhoù war al lec'hienn translate.bzh da vezañ implijet evit treuskrivalavarouzhpennañevitostilhunkinnigetvezeallñ(Tamm digomprenus), anaout pe ezvonegañ (diskodañ) ar brezhoneg evit ma vo tretet pe krouet korpusoù. Troerien a vo kinniget ivez.
Pa vez savet muioc'h-muiañ a filmigoù brezhoneg enno war ar genrouedad e vo posubl diboullañ ar c'homzoù hag an istitloù brezhonek ma'z eus anezho. Eus un tu all e vez dispaket un ostilh evit ouzhpennañ istitloù.
Levrlennadur
kemmañ- Philippe Argouarch,Les assistants personnels dotés d'intelligence artificielle parleront-ils breton ?. E-barzh Agence Bretagne Presse, 6 C'hwever 2024.
- [https://abp.bzh/l-intelligence-artificielle-peut-elle-sauver-la-58230 Prezegenn Mélanie Jouitteau en Oriant, L'intelligence artificielle peut-elle sauver la langue bretonne ?, 11 Eost 2023. E-barzh Agence Bretagne Presse.
- Arbres:Le_site_de_grammaire_du_breton : Lec'hienn Arbres-Iker ma zegas kalz eus e labourioù yezhoniezh Mélanie Jouitteau enni.