Rannig (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannig (saoz: particle) evit komz en un doare ledan-tre eus gerioù goullo ha n'hall bet bezañ na deveret nag implijet kengerioù gante hag a dalvez evit merkañ perzhioù yezhadurel evel ar jener, ar gour pe amzer ar verboù.

Da skouer, gerioù-mell, rannoùigoù-verb estlamadelloù, rannoùigoù araogennek ha rannoùigoù rakverbel ha stagelloù.

En un doare strizh-tre n'hall ket kemmañ ur furm ur rannig e mod ebet, keñveriit da skouer:

Rannoùigoù gwirion
Brezhoneg
"-mañ"
(rannig diskouezañ: digemm atav)
Saozneg
"the"
(ger-mell strizh: digemm atav)
Damrannoùigoù
Brezhoneg
"an"
(ger-mell strizh: kemmañ a ra hervez lizherenn gentañ ar ger a deu war-lerc'h, "al", "ur")
Saozneg
"these"
(rannig diskouezañ: kemmañ a ra hervez an niver, liester "those")

Peurliesañ avat e vez komprenet an tremen "rannig" en un doare kalz ledanoc'h ha dre vras e vez renket merkoù yezhadurel ar sinaeg hag ar japaneg evel rannigoùigoù, da skouer merk an tema.

Kemmañ a ra implij resis an tremen-mañ a yezh da yezh betek ma c'hell kenglotaat zoken gant kealoù yezhoniel all evel ar "vorfemenn", "merkoù yezhoniel" pe c'hoazh "ragverboù".

Gwelit ivez: kemmañ