Rannvro Arica ha Parinacota

Rannvro Arica ha Parinacota (e spagnoleg: XV Régión de Arica y Parinacota) a zo unan eus pemzek rannvro Chile, ganti an niverenn XV, hag an hini savet da ziwezhañ, e 2007, pa voe rannet Rannvro Tarapacá. En norzh dezhi emañ Perou, er reter Bolivia, er su Rannvro Tarapacá, hag er c'hornaoueg ar Meurvor Habask. Kêr Arica eo ar gêr-benn.

Proviñsoù Aozañ
Rannet eo etre div broviñs: Arica ha Parinacota.
Douaroniezh Aozañ
Enni emañ ar menez-tan Parinacota.
Istor Aozañ
Kemeret e voe an douaroù-se, a oa un departamant eus Perou (departamant Tarapacá) digant Perou goude Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883) ha feur-emglev Ancón en 1884.
Neuze e voe savet Proviñs Tarapacá, enni Departamant Tarapacá (Chile) ha Departamant Pisagua.
Aysén • Magallanes y de la Antártica Chilena • Santiago Metropolitan