Raoul Villain, ganet e Reims d'an 19 a viz Gwengolo 1885 ha drouklazhet en Ibiza d'ar 16 a viz Gwengolo 1936, a oa ur studier broadelour gall, brudet evit bezañ bet drouklazhet Jean Jaurès, d'an 31 a viz Gouhere 1914, dres a-raok ma krogfe ar C'hentañ Brezel-bed. Sklaer eo bet e oa kablus eus ar muntr, eñ e-unan en devoa anzavet an torfed, met en desped da-se e oa bet lakaet digablus e-pad e prosez e 1919 dre ma oa un aergelc'h broadelour ha brezelour dirollet er vro e-pad ar brezel.

Raoul Villain
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRaoul Villain Kemmañ
Anv-bihanRaoul Kemmañ
Anv-familhVillain Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Gwe 1885 Kemmañ
Lec'h ganedigezhReims Kemmañ
Deiziad ar marv14 Gwe 1936 Kemmañ
Lec'h ar marvEivissa Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhSant Vicent de sa Cala Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
ImplijerCollège Stanislas de Paris Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole du Louvre, École nationale supérieure agronomique de Rennes Kemmañ
Ezel eusLe Sillon, Q25391682 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezAssassination of Jean Jaurès Kemmañ
Poltred prizoniad Raoul Villain

Tennet e oa bet warnañ en Ibiza gant izili ur vezen anarkourien d'an 13 a viz Gwengolo 1936 ha marvet e oa tri devezh war-lerc'h. Un nebeud devezhioù a-raok e oa bet lazhet 144 den war an enezenn.