Rasmus Ramussen (13 a viz Eost 1871 – 5 a viz Here 1962) a oa ur c’helenner, skrivagner hag emsaver faeroat.

Rasmus Rasmussen

Daremprediñ a reas unan eus skolioù-uhel ar bobl e Danmark hag ober anaoudegezh enni e 1899 gant Símun av Skarði, aozer kan broadel an Inizi Faero. Kenlabourat a reas gant hennezh betek 1947 ha sevel a rejont asambles kentañ skol-uhel ar bobl en enezeg (Føroya Fólkaháskúli).

Gant Rasmussen e voe skrivet ar c’hentañ romant e faeroeg, anvet Bábelstornið ("Tour Babel").

Kannad e voe e parlamant an enezeg, al Løgting, en anv ar Sjálvstýrisflokkurin, ar gostezenn evit an emrenerezh, eus 1914 da 1928.