Rastell (stered)
Ar Rastell, a vez graet anezhañ Gouriz ar Ri pe an Tri Roue[1] ivez, zo ur gronnad stered eus steredeg Orion[2],[3], ennañ ar stered Alnitak, Alnilam ha Mintaka.
Korfoù-egor heverk
kemmañAes eo anavout teir steredenn ar Rastell en oabl hag a-drugarez dezhe e c'heller kavout korfoù-egor arall:
- Emañ nivlennad ar Penn Marc'h dindan Alnitak ha nivlennad Orion nepell ivez.
- Ma heulier ul linenn-faltazi a dremen dre an teir steredenn-se e kaver Sirius (davet ar Gevred) en un tu hag Aldebaran hag ar Yarig en tu arall.
Damkaniezh
kemmañHervez egiptourion hag hensteredoniourion zo e vehe teir firamidenn Gizeh lakaet a-steud èl stered ar Rastell ha kenfeur gete.
Notennoù
kemmañ- ↑ "Da Ouel-Mikael, da c'houloù deiz, an Tri Roue 'vez er c'hreisteiz." (en Astronymie et onomastique caldendaire celtiques).
- ↑ Meneget e Grammaire Bretonne Pierre Trépos, § 277, troet evel Bouclier d'Orion.
- ↑ Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, le ciel et l'année chez les Celtes, Label LN, 2005.