Requila
(Adkaset eus Rechila)
Requila (e spagnoleg) pe Rechila, pe Rékhila (438-448) a voe eil roue ar Sueved en Gallaecia, adal 438 betek e varv e 448.
Mab e oa da Hermerig, kentañ roue ar Sueved, ha ren a reas adal 438 e-kichen e dad a oa klañv. Pa varvas e dad en 441 e renas e-unan. Pagan e oa, azeuliñ a rae an doueoù german kozh, hag enebet-krenn e oa ouzh an Iliz katolik. Bec'h a roas d'an eskibien.
Dimeziñ a reas da verc'h Walia.
Brezeliñ a reas e Lusitania hag e Betica. En 438 e voe trec'h war ar jeneral roman Andevotus, war lez ar stêr Genil, hag aloubiñ a reas Betica, kemer Merida, ha Sevilla e 441.
Pa varvas en 448, e kêr Merida, e renas e vab Requiario. Krediñ a reer e oa tad da Ricimero. E verc'h a zimezas da Gondioc, roue Burgonded.