Referendom war dizalc'hiezh Katalonia (2017)


Ar Referendom war dizalc'hiezh Katalonia, anavezet dindan an anv 1-O e Katalonia, a zo ur referendom emdermeniñ bet aozet d'ar 1 a viz Here 2017 gant Generalitat ha Parlamant Katalonia met berzet gant gouarnamant ha Lez-varn Bonreizh Spagn.

Referendom war dizalc'hidigezh Katalonia 2017

Paper votiñ bet implijet
Aozet gant Banniel Katalonia Generalitat de Catalunya
Goulenn Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ?
Deiziad 1 a viz Here 2017
Lec'h Banniel Katalonia Katalonia
Sujed Estelada Dizalc'houriezh Katalonia
Disoc'hoù
Poblañs 7 522 596
Dilennerien 5 340 000
Voterien 2 305 936
Dregantad a voterien 42,38 %
Votoù eztaolet 2 286 217
Ya 90,18 %
Nann 7,83 %
Gwenn 1,98 %
Kartenn
Kartenn an disoc'hoù
Lec'hienn internet ref1oct.eu (URL inaccessible)

Goulennet e oa bet gant dilennerien Katalonia : Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ? e teir yezh : katalaneg, kastilhaneg hag okitaneg.

Abalamour m'eo bet berzet gant Lez-Varn Bonreizh Spagn en doa klasket gouarnamant Spagn miret ouzh ar Gatalaniz da votiñ, gant feulster a-enep ar voterien zoken. Daoust d'o enebiezh ez eus 42,4% eus an dilennerien o deus gallet votiñ ha dibabet o deus an dizalc'hidigezh a 90,18% eus ar mouezhioù.

Diwar an disoc'hoù-se en doa diskleriet Carles Puigdemont an dizalc'hidigezh d'an 10 a viz Here, kadarnaet gant ar Parlamant d'an 27 a viz Here. Gouarnamant ha justis Spagn o deus tapet abaoe kontrol ar vro dre mellad 155 Bonreizh Spagn hag enklaskoù evit sevel ur prosez en deus lakaet 11 politikour katalan en toull-bac'h padal ez ae un nebeud re, en o zouez Prezidant ar Generalitat Carles Puigdemont d'an harlu e Belgia.

Kenarroud kemmañ

Promesa da vare prantad-kabaliñ dilennadegoù ar Parlamant (2015) kemmañ

E-kerzh prantad-kabaliñ dilennadegoù ar Parlamant e 2015 e oa bet prometet gant al listenn a-du gant an dizalc'hidigezh aozañ ur referendom a-benn miz Gwengolo 2017. E-pad ar prantad-lezenniñ kent e oa bet aozet ur votadeg diwar-benn an hevelep sujed. Disoc'h an dilennadegoù a roas an trec'h d'an dizalc'herien, re al listenn Junts pel Sí (PdCat hag ERC - 62 gannad) a c'hellas ober ur gouarnamant minorel gant sikour 10 kannad CUP.

Aozadur kemmañ

Sinet e voe an dekred evit aozañ ar referendom d'ar 6 a viz Gwengolo 2017[1].

Afer ar boestoù-votiñ a zo bet pouezus a-walc'h e-keñver aozadur ar referendom. Sañset eo da Stad Spagn reiñ boestoù-votiñ evit kement votadeg pe dilennadeg aozet gantañ pe gant ur gumuniezh emren. Peogwir ne oa ket aotreet ar referendom gantañ ne oa ket sur peseurt re a vije implijet, ha penaos e vije paeet. Ma vije bet paeet boestoù-votiñ gant ar Generalitat e vije bet gouest gouarnamant Spagn d'ober prosez dezhañ evit drougimplij a arc'hant publik. N'eur ket sur eus piv en deus paeet anezho met Sekretour Teñzor Spagn Cristóbal Montoro en doa disklêriet meur a wezh etre miz Gwengolo 2017 ha miz Meurzh 2018 ne voent ket paeet gant arc'hant publik.

Roll an dilennerien a oa ur gudenn all c'hoazh. Meret e vez gant Ensavadur Broadel ar Stadegoù, dindan beli gouarnamant Spagn. Evit kaout titouroù al listennoù-se e rank ar votadeg bezañ aotreet gant Kongrez Spagn hag hep al listennad-mañ n'haller bezañ sur eus an disoc'hoù sañset. Diaesterioù heñvel a oa raktreset evit aozañ komite an dilennadegoù a oa sañset eveshaat ar referendom[2].

Enebiezh Spagn kemmañ

Freuzet e oa bet al lezenn votet gant Parlamant Katalonia evit aozañ ar referendom gant Lez-varn Bonreizh Spagn d'ar 7 a viz Gwengolo 2017. Berzet e voe da gouarnamant Katalonia, d'ar mediaoù katalan, d'an 948 kêr katalan da gemer perzh en aozadur ar referendom[3] Savet e voe ur goulenn d'ar c'hêrioù evit gouzout hag-eñ e oant gant ar soñj sentiñ ouzh diviz al Lez-varn, ha roet 48 eur dezho da respont. 726 kêr a respontas, 682 o lavaret e oant a-du gant derc'hel ar referendom, 41 o lavaret e nac'hent aozañ ar referendom, 3 o respont en un doare amsklaer, Barcelona en o zouez.[4].

E-touez ar c'hêrioù o doa nac'het aozañ ar referendom ez eus kêrioù bras a-walc'h evel Lleida (140 000 annezad), Tarragona (130 000 annezad), Terrassa (215 000 annezad), Hospitalet de Llobregat (250 000 annezad), renet gant maered PSC. Maerez Barcelona, Ada Colau, a nac'has disklêriañ hag-eñ e roje sikour da aozerien ar referendom pe ket, met tamall a reas groñs "yezh an testosteron" hag ar gwask lakaet war ar c'hêrioù. Disklêriañ a reas war-lerc'h a raje e seizh gwellañ evit lezel an dud da votiñ ma felle dezho[5].

Perzh ar polis a-raok ar referendom kemmañ

Loc'het e voe d'an 20 a viz Gwengolo 2017 Taol Anubis gant ar Guardia Civil dindan urzhioù al Lez-varn. Taget e voe savadurioù gouarnamant Katalonia evit herzel 14 den karget da aozañ ar referendom[6]. D'ar memes mare e voe furchet meur a embregerezh paper evit klask bilhidi mouezhiañ ha boestoù-votiñ.

Ur mor a dud en em vodas tro-dro da savadurioù gouarnamant Katalonia evit difenn an dud harzet diwar galv an ANC hag Òmnium Cultural. 40 000 den a voe bodet dirak departamant an Ekonomiezh, o stankañ an hent dirak izili ar Guardia Civil a chomas e-barzh. Tri c'harr eus ar polis a voe distrujet d'an noz-mañ ha 6 galv a voe graet eus perzh ar Civil Guard evit goulenn sikour digant ar Mossos d'Esquadra a zo fiziet gant ar polis e Katalonia, hep disoc'h ebet.

Darvoudoù an noz-se o doa broudet justis Spagn da dagañ penn ar Mossos, Josep Lluís Trapero Álvarez, ha penn polis Barcelona, Teresa Laplana Cocera, gant dispac'had,[7] daoust m'o doa disklêriet ne oant ket bet kelaouet abred a-walc'h hag e oa peoc'hus ar vanifestourien[8]. Kaset e voe pennoù an ANC hag Òmnium Cultural, Jordi Sànchez ha Jordi Cuixart d'an toull-bac'h hep prosez hag hep kaout ar gwir da vezañ dieubet dindan gretadenn. Tamallet int ivez a zispac'had abalamour d'o ferzh e aozadur ar manifestadegoù bras-se evit diaesaat labour ar Guardia Civil. D'an 20 a viz Gwengolo en doa galvet Jordi Sànchez an dud da vanifestiñ en un doare peoc'hus a-enep labour ar polis dre ar rouedadoù sokial[9]. Ar varnerien e penn an enklask o deus disklêriet evit dougen o zamall n'en doa ket galvet Sànchez "ur vanifestadeg peoc'hus met da wareziñ ensavadurioù katalan gant bodadeg ur mor a dud"[10], o kemer skouer war un nebeud komzoù bet distaget gantañ d'an noz-mañ : "den na'z aio d'ar gêz, fenoz e vo un nozvezh hir ha taer"[11]. Ur video uskarget war twitter a ziskouez avat Cuixtart ha Sànchez war unan eus ar c'hirri bet distrujet o c'houlenn gant ar vanifestourien mont kuit en un doare sioul. C'hoarvezet e vije da 11e noz ar pezh az aje a-enep preder ar varnerien e-keñver red darvoudoù an noz[12] Amnesty International en deus disklêriet abaoe e soñj dezhañ e oa mont re bell lakaat Sànchez ha Cuixtart en toull-bac'h a-raok o frosez ha goulennet en deus evit ma vijent dieubet hep dale.[13].

Degaset e voe degaset izili ar Guardia Civil hag ar Polis eus a bep tu da Spagn evit kas Taol Anubis war-raok ha difenn ouzh ar Gatalaniz votiñ. 16 000 poliser ha soudarded a oa er vro d'ar 1 a viz Here e pep korn bro eus Katalonia ha kendalc'het e voe ar c'hlask war ar boestoù-mouezhiañ en devezhioù a-raok ar votadeg[14] Manifestet e voe gant ar Gatalaniz a-enep bezañ ar boliserien tost bemdez a-raok ar referendom. E meur a gêrioù Spagn e voe aozet manifestadegoù evit difenn "gwir ar Gatalaniz da zivizout" ha manifestadegoù all a-enep ar referendom. Meuleudi a voe graet d'ar boliserien o vont kuit eus kêrioù Spagn da Gatalonia.[15],[16].

En devezhioù a-raok e voe serret gant ar Guardia Civil 140 lec'hien internet e liamm gant ar votadeg, en o zouez lec'hienn ofisiel Gouarnamant Katalonia hag hini an ANC,[17] en ur gas izili ar polis da sez an embregerezhioù-internet pe kas goulennoù d'ar en diavaez eus ar vro evel Google evit serriñ an arload a roe titouroù diwar-benn an tiez-votiñ[18] Tamallet e oa bet Spagn d'ober an dra-se gant aozadurioù e liamm gant internet.[19].

Disklêriadennoù a-raok ar referendom kemmañ

En diabarzh Spagn kemmañ

  •   Euskal Herria : Parlamant Kumuniezh emren Euskadi en deus diskouezet e zedenn hag e souten gant emdermeniñ Katalonia. Tamallet o deus gouarnamant Spagn evit e ziouer a eskemmoù gant gouarnamant Katalonia hag e ziouer a selaou pobl Katalonia. A-enep kement muzul kemeret a-enep ar votadeg eo[20]. Ouzhpenn 10 000 a dud o doa dibunet e straedoù Bilbao div wezh e miz Gwengolo evit souten referendom, rielezh ha demokratelezh Katalonia.
  •   Nafarroa : Parlamant Nafarroa en deus komzet groñs a-enep freuz de facto emrenerezh Katalonia ha goulennet en deus e vije harzet d'an hent taer bet dibabet gant gouarnamant Spagn.
  •   Galiza : Ouzhpenn 3000 den o doa dibunet evit souten voterien Katalonia.
  •   Spagn : Aozet e oa bet ur gaozeadenn a-du gant ar referendom gant Maerez Madrid Manuela Carmena met cheñchet lec'h he doa ranket ober diwar perzh ar Partido Popular en doa klasket nullañ an darvoud abalamour ma tifenne "emzalc'hioù a-enep al lezenn", "a-enep ar Vonreizh hag an ensavadurioù" hag a-enep "an unpenniezh". Berzet e voe gant ur barner derc'hel an darvoud en ul lec'h foran. Dalc'het e voe memestra en ur c'hoariva prevez ha dont reas da vezañ ur vanifestadeg evit ar frankiz da gomz.

Stadoù anavezet kemmañ

  •   Kroatia : Kentañ-ministr Kroatia Andrej Plenković en doa disklêriet e wele referendom Katalonia evel un afer diabarzh Spagn. Goulennet e oa bet gant an daou du kavet un hent evit kaozeal asambles ha kavet un diskoulm d'ar c'hudennoù.
  •   Sina : Respontet e oa d'ur c'hazetenner d'ar 27 a viz Gwengolo 2017 gant mouezh-aotreet ministr an aferioù diavaez e wele "kudenn Katalonia evel unan en diabarzh Spagn. Krediñ a reomp eo gouest gouarnamant Spagn da ziskoulmañ an afer en un doare dereat ha derc'hel kenskoazell, unvaniezh ha pinvidigezh ar vro."
  •   Bro-C'hall : D'ar 16 a viz Even 2017 en doa lavaret Emmanuel Macron e wele ar gudenn evel unan en diabarzh Spagn.
  •   Alamagn : D'an 8 a viz Gwengolo e lavaras Steffen Seibert, mouezh-aotreet Angela Merkel e oa interest Alamagn gant stabilded Spagn hag e oa ret d'al lezenn, betek Bonreizh Spagn, bezañ doujet dezhi e pep live.
  •   Hungaria : D'an 18 a viz Gwengolo e lavaras mouezh-aotreet ar gouarnamant Zoltán Kovács e oa un afer e diabarzh Spagn ha Katalonia met doujañ a raje Hungaria da "volontez ar bobl".
  •   Lituania : D'an 26 a viz Gwengolo e varnas Ministr an Aferioù diavaez Linas Linkevičius ne oa ket da geñveriañ degouezh Katalonia gant klask ar broioù baltek da gaout o dizalc'hidigezh adarre goude an URSS kar e heuilh Spagn al lezenn. Memestra en doa kalonekaet an daou du da grediñ da gaozeal asambles hep kemer divizoù risklus.
  •   Portugal : Ministr an aferioù diavaez Augusto Santos Silva en doa nac'het komantiñ an degouezh d'an 27 a viz Gwengolo. Lavaret en doa memestra e krede e vije gouest gouarnamant Spagn d'ober war-dro ar gudenn en un doare dereat diouzh lezennoù ha Bonreizh Spagn.
  •   Serbia : Ministr an aferioù diavaez Ivica Dačić a lavaras d'ar skinwel Deutsche Welle e klaske Katalonia heuliañ hent ar c'hKosovo gant un diskleriadenn untuek a zizalc'hidigezh hep asant Madrid. Hervezañ n'eo ket Serbia evit degemer seurt doare d'ober ha n'eo ket ur gudenn bolitikel met unan gant al lezenn etrevroadel.
  •   Rouantelezh-Unanet : Sekretour an diavaez Boris Johnson en doa deskrivet ar referendom evel ur gudenn e diabarzh Spagn, o lavaret "Spagn a zo ur mignon tost, hag he c'hreñvder hag he unvaniezh a zo a-bouez evit an R-U." Lavaret a reas ivez e oa a-bouez "doujañ d'al lezenn."
  •   Stadoù-Unanet : E miz Ebrel e voe lavaret gant kannad Spagn en SUA e wele melestradur Donald Trump degouezh Katalonia evel un afer e diabarzh Spagn. Diskleriet e voe en miz Gwengolo gant departamant ar Stad e oa c'hoazh un afer e diabarzh Spagn met e oa prest an SUA da labourat gant n'eus forzh peseurt gouarnamant pe ensavadur e zeuje diwar an afer-se. D'an 26 a viz Gwengolo, e-pad un emvod gant Kentañ-ministr Spagn Mariano Rajoy, e lavaras Donald Trump : "Spagn a zo ur vro zispar ha gwelloc'h e vije ma chomje unvan." Diskouez a reas ne oa ket sur e vije eus ur referendom da vat : "Me 'gred n'eus den ebet na ouez hag-eñ e vo ur votadeg. Ar Prezidant (Rajoy) en deus lavaret din ne vo ket ur votadeg. Met me 'gred e vije an dud kalz a-enep se."

Aozadurioù etrevroadel kemmañ

Diskleriet e voe gant Jean-Claude Juncker d'ar 14 a viz Gwengolo e vije doujet da zivizoù Lez-varn Bonreizh Spagn hag he Farlamant. Doujet e vije memestra da volontez ar Gatalaniz ma choazjent an dizalc'hiezh, met ne vije ket degemeret ar Stad nevez diouzhtu goude ar votadeg.
D'an 23 a viz Gwengolo e voe lavaret en ur gemennadenn evit ar mediaoù gant Alfred de Zayas, arbennigour an ABU evit broudañ un urzh demokratel ha kevatal er bed a-bezh, e oa ar gwir gant ar Gatalaniz dibab o hent, o lakaat ar biz war melladoù 10 ha 96 Bonreizh Spagn a zispleg penaos emañ lezennoù Spagn dindan an emglev etrevroadel. Hervezañ e talvez ar gwir da zibab he hent estreget evit ar pobloù trevadennet[21].

Tiriadoù emren, rannvroioù, Stadoù n'int ket anavezet kemmañ

  •   Bro-Skos : Lavaret e voe d'ar 16 a viz Gwengolo gant Fiona Hyslop, Sekretourez evit an darempredoù diavaez gouarnamant Skos : "Diviz hent da zont Katalonia a zo da vezañ kemeret gant an dud a zo o chom eno, hag ar gwir o deus gouarnamant Katalonia ha gouarnamant Spagn da lavaret o soñj evit pe a-enep an dizalc'hidigezh. Evelato o deus an holl bobloù ar gwir da zibab o hent ha da zibab stumm ar gouarnamant a vo ar gwellañ diouzh o ezhommoù, ur priñsip a zo e Karta an ABU."[22]
  •   Sardigna : Goude taolioù polis Spagn a-enep aozadur ar referendom e oa bet lavaret gant ar rannvro e oa kengred gant ar Gatalaniz dre ur gemennadenn votet a-unvouezh gant kuzul ar rannvro. Kinniget o doa moullañ ar bilhidi-mouezhiañ ha derc'hel anezho bet kas anezho da Gatalonia ha tamallet o deus da c'houarnamant Spagn chom hep klask kaozeal evit kavout un diskoulm.
  •   Flandrez : D'an 20 a viz Gwengolo e lavaras Geert Bourgeois, Prezidant-Ministr ar rannvro : "Nec'hamant am eus o welet an traoù war washaat gant un diskouez-galloud eus perzh ar polis hag ar justis e kêrbenn Katalonia ha goulenn a ran groñs ouzh gouarnamant Spagn da gomañs da gaozeal gant gouarnamant Katalonia, a zo gwir mouezh ar bobl gatalan. Ma'z eo dibosupl e rankod gervel un hanterour etrevroadel."
  •   Rojava : Lavaret e voe gant gouarnamant ar vro e soutenent ar referendom.

Strolladoù politikel, dilennidi e broioù bet meneget uheloc'h kemmañ

Mick Barry, evit ar strollad Solidarity, az eas evel eveshaer etrevroadel evit ar referendom.
En ul lizher bet skrivet d'an 22 a viz Gwengolo e lavaras Mícheál Mac Donncha, maer Dulenn, e oa nec'het gant an enklaskoù justis war muioc'h eget 700 maer katalan ha goulenn a reas ma vije kavet un diskoulm politikel da c'hoantoù lejitim ar Gatalaniz.
  •   Danmark : Ur strollad 17 kannad a vurutellas e miz Gwengolo an aergelc'h spontus e Katalonia ha goulenn a reas ma kemerje gouarnamant Spagn ur roll pozitivel evit kavout un diskoulm.
  •   Italia : Matteo Salvini, rener Liga Nord, a lavaras e oa kengred gant ar Gatalaniz goude ma voe harzet 14 den a laboure e gouarnamant Katalonia. En em bellat a reas eus ar referendom avat, o lavaret e oa a-enep lezenn Spagn.
  •   Suis : Kaset e voe ul lizher gant 27 kannad eus a bep strollad politikel da c'houarnamant Spagn o lavaret : "Hep kemer tu pe du, krediñ a reomp e rank bezañ doujet gwir ar Gatalaniz da zibab o hent." Kondaoniñ a rejont an harzadennoù ha distruj an danvez-votin evel "er-maez eus an demokratelezh."
  •   Slovenia : Prezidant ar Vodadeg vroadel Milan Brglez a lavaras o doa "Ar Gatalaniz ar gwir da zibab o hent".
  •   Unaniezh Europa : Gregor Gysi, penn Strollad an tu-kleiz e Parlamant Europa a savas a-enep an harzadennoù graet gant ar Guardia Civil a-raok ar referendom.

Sontadegoù kemmañ

Kinniget e oa bet goulenn ar referendom (Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ?) kerkent ha ma voe embannet e miz Even 2017 gant ar sonterien.

Kreizenn ar Studiadennoù Meno (Centre d'Estudis d'Opinió) a c'houlennas gant an dud ar pezh e oant e soñj d'ober kentoc'h eget goulenn ar referendom.

En holl kemmañ

Sonter/Gourc'hemenner Deiziadoù Ment an dachenn skouer Ya Ket All/
Abst.
Ne oar ket Avañs
Opinòmetre/Ara[p 1] 16 Gwen 2017 1,000 44.1 38.1 3.9 13.9 6.0
NC Report/La Razón[p 2],[p 3] 1–8 Eos 2017 800 41.5 48.6 9.9 7.1
Opinòmetre/Ara[p 4] 17–20 Gou 2017 1,000 41.9 37.8 4.2 16.1 4.1
GESOP/CEO[p 5],[p 6] 26 Eve–11 Gou 2017 1,500 39.0 23.5 23.0 14.5 15.5
NC Report/La Razón[p 7],[p 8] 29 Eve–1 Gou 2017 800 44.0 48.6 7.4 4.6
GAD3/La Vanguardia[p 9] 23–29 Eve 2017 ? 42.5 37.6 10.2 9.7 4.9
DYM/El Confidencial[p 10] 22–28 Eve 2017 531 47.0 44.4 8.6 2.6
Opinòmetre/Ara[p 11] 12–15 Eve 2017 1,000 42.3 38.9 6.0 12.8 3.4
GESOP/CEO[p 12] 6–21 Meu 2017 1,500 43.3 22.2 28.6 5.9 21.1

Gant ar re sur da votiñ kemmañ

Ar voterien ne felle ket dezho mont da votiñ a oa dre vras ar re a-enep an dizalc'higigezh, neuze n'eo ket souezhus ma vije ken uhel harp war an dizalc'hidigezh e-touez ar re az aje da votiñ.

Sonter/Gourc'hemenner Deiziadoù Ment an dachenn skouer Kemer perzh Ya Ket ? Avañs
The National[p 13] 30 Gwe 2017 3,300 62 83.0 16.0 2.0 67.0
Opinòmetre/Ara[p 1] 16 Gwe 2017 1,000 51.0 69.9 14.3 15.8 55.6
Celeste-Tel/eldiario.es[p 14] 12–15 Gwe 2017 800 59.9 59.5 30.7 9.8 28.8
Sociométrica/El Español[p 15] 28 Eos–1 Gwe 2017 700 50 72.0 28.0 44.0
Opinòmetre/Ara[p 4] 17–20 Gou 2017 1,000 54.9 66.5 18.5 15.0 48.0
GESOP/CEO[p 5] 26 Eve–11 Gou 2017 1,500 67.5 57.8 34.8 7.4 23.0
DYM/El Confidencial[p 10] 22–28 Eve 2017 531 70.1 65.4 28.4 6.2 37.0
Opinòmetre/Ara[p 11] 12–15 Eve 2017 1,000 54.9 67.0 19.0 14.0 48.0

Aozadur an devezh-votiñ kemmañ

Disklêriet e voe e vije aozet ar referendom d'ar 1 a viz Here 2017. Bodad votiñ Katalonia a oa karget da eveshaat ar votiñ bet freuzet e voe d'an 22 a viz Gwengolo 2017 goude ma oa bet lakaet kastizoù arc'hant warno bemdez ma vije oberiant ar bodad[23].

Raktreset e oa e padje ar prantad-kabaliñ 15 deiz, etre ar 15 a viz Gwengolo hag an 29 a viz Gwengolo.

Gouarnamant Katalonia a embannas e c'helle votiñ :[24]

  • An dud a oa o chom e Katalonia, o doa o gwirioù votiñ, a oa a-us da 18 vloaz hag a oa enskrivet e listennoù-votiñ.
  • An dud a oa o chom er-maez eus Katalonia met o doa evel chomlec'h diwezhañ e Spagn unan e Katalonia, o doa o gwirioù votiñ, a oa a-us da 18 vloaz hag o doa goulennet kemer perzh.

Goulenn kemmañ

War ar bilhed-mouezhiañ e oa skrivet ar goulenn e katalaneg, kastilhaneg hag okitaneg, yezhoù ofisiel Katalonia.[24]

Goulenn
Brezhoneg Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur republik ?
Katalaneg Voleu que Catalunya sigui un estat independent en forma de república?
Kastilhaneg ¿Quiere que Cataluña sea un estado independiente en forma de república?
Okitaneg Voletz que Catalonha vengue un estat independent en forma de republica?

Eveshaerien etrevroadel kemmañ

Un toullad eveshaerien eus an diavaez a oa deuet da eveshaat ar referendom, daoust ma oa berzet gant Spagn. Ar stropad kentañ a zo bet aotreet a oa renet gant The Hague Center for Strategic Studies (Kreizenn An Hague evit ar Studioù Strategiezh), en o zoues 20 eveshaer eus ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet, an Izelvroioù, Frañs, Polonia ha broioù all, renet gant Daan Evert. An eil stropad a oa anvet International Electoral Expert Research Team (Skipailh etrevroadel arbennigourien war an dilennadegoù), renet gant Helena Catt, en o zouez 17 den eus ar Rouantelezh-Unanet, Frañs, Iwerzhon, Zeland-Nevez ha broioù all. Ur stropad 33 c'hannad ha politikourien, anvet International Parliamentary Delegation on Catalonia's Referendum on Self-Determination 1 October 2017 (Strollad kannaded etrevroadel evit Referendom Katalonia war he emdermeniñ d'ar 1 a viz Here 2017) eus strolladoù politikel eus Slovakia, Belgia, Danmark, Estonia, Bro-Finn, Frañs, Alamagn, Gres, Island, Iwerzhon, Israel, Latvia, Republik Makedonia, Monako, Spagn, Sveden hag ar Rouantelezh-Unanet.

E-touez ar eveshaerien-mañ, ar re pedet gant Diplocat n'int ket anavezet gant an ABU evel eveshaerien etrevroadel[25].

Abalamour da gudennoù zo, ha dreist-holl da berzh ar polis hag ar Guardia Civil o doa klasket herzel ouzh ar votadeg, o doa ranket an eveshaerien disklêriañ ne c'helle ket bezañ kadarnaet an disoc'hoù abalamour ne oa ket aozadur an devezh diouzh standardoù etrevroadel goulennet evit seurt votadegoù. Tamallet o doa perzh gouarnamant Spagn hag e bolis evit o ferzh en deiz-se.

Darvoudoù an dervezh-votiñ kemmañ

Disklêriadennoù e-pad ha goude ar referendom kemmañ

Stadoù anavezet kemmañ

  •   Belgia : Kentañ-ministr Belgia Charles Michel a gadarnaas goulenn groñs e c'houarnamant ma vije un diviz politikel etre Spagn ha Katalonia. Skrivañ a reas ez-ofisiel war twitter, diwar-benn ar feulster bet gwelet eus perzh poliserien spagnol : "Feulster n'hall ket bezañ ar respont morse ! Kondaoniñ a reomp pep stumm a feulster hag e kadarnaomp hon galvoù evit un diviz politikel"[26].
  •   Lituania : Ar Prezidant Dalia Grybauskaitė en doa diskleriet ne oa ket aozet ar referendom diouzh Bonreizh Spagn met e oa implij an nerzh eus perzh Spagn ur c'hwitadenn. Krediñ a ra memestra e vo gouest Barcelona ha Madrid da gaozeal an eil ouzh egile ha kavout un diskoulm demokratel[27].
  •   Rusia : Penn komite an aferioù diavaez e Parlamant Rusia Konstantin Kosachev a c'halvas gouarnamant Spagn da gregiñ da gaozeal gant ar Gatalaniz. Ma ne ra ket ne raio nemet toullañ ar fozelloù ar pezh a c'hellje echuiñ gant disrannañ ar Stad, ar pezh a zo c'hoarvezet en Ukraina. Ar votadeg, evel an hini a zo bet e Kurdistan irakian abretoc'h "a zo c'hoazh ur skoilh etre daou briñsip diazez heuliet gant an denelezh : e chomje digemm tiriadoù ar Stadoù hag ar gwir da zibab he hent." "Ur Stad a rankje komz ouzh e c'heodourien, kavet un emglev. Evel ma reomp e Rusia."[28]

Aozadurioù etrevroadel kemmañ

Tiriadoù emren, rannvroioù, Stadoù n'int ket anavezet kemmañ

  •   Kembre : Kentañ-ministr Carwyn Jones a gomzer eus "feulster oc'h erlec'hiañ an demokratelezh hag an diviz".
  •   Sardigna : D'ar 25 a viz Here e voe kemeret un diviz gant rannvro Sardinia evit kondaoniñ implij ar feulster gant ar Guardia Civil hag evit diskleriañ o spi ma c'hello mont ar Gatalaniz gant o hent peoc'hus davet kement dibab politikel a zo, en o zouez an emdermeniñ.

Strolladoù politikel, dilennidi e broioù bet meneget uheloc'h kemmañ

  •   Rouantelezh-Unanet : Jeremy Corbyn, rener Strollad al Labour a gondaonas ar feulster e Katalonia hag e c'halvas ar gouarnamant da bouezañ war gouarnamant Spagn evit ma vije ehanet gant ar feulster. Rener-bet ar memes strollad Ed Milliband a lavaras e oa "spontus gwelet seurt arvest" hag e lavaras e oa dibosupl d'ar gouarnamant chom didrouz.
  •   Kembre : Renerez Plaid Cymru Leanne Wood a vurutellas komzoù Kentañ-ministr Kembre o lavaret ne zeue ket ar feulster eus an daou du.
  •   Iwerzhon : Ar strollad Solidarity a gondaonas ar feulster hag a embannas e harpent an harz-labour hollek bet galvet e Katalonia.

Disoc'hoù kemmañ

War ar vro kemmañ

Referendom war dizac'hiezh Katalonia e 2017
Dibaboù Votoù %
A-du 2044038 90,18
Gwenn 44913 1,98
A-enep 177547 7,83
Votoù mouezhiet 2266498 99,14
Votoù null 19719 0,86
En holl 2286217 100
Enskrivet/Kemer perzh 5313564 43,02
Votoù
A-du
90,18 %
Votoù
A-enep
7,83 %
Majorelezh absolut

Diouzh ar c'homarkoù kemmañ

Comarque A-du A-enep Gwenn
Votoù % Votoù % Votoù %
Alt Pirineu i Aran 26 674 93,87 1 350 4,75 391 1,38
Rannvro-kêr Barcelona 1 239 232 87,80 138 759 9.83 33 418 2.37
Camp de Tarragona 142 386 92,61 8 897 5,79 2 464 1,60
Comarques kreiz 205 285 94,70 8 638 3.98 2 840 1.31
Girona 244 758 94,86 10 140 3,93 3 131 1,21
Ponent/Lleida 118 799 93.69 6 274 4,95 1 730 1,36
Terres de l'Ebre 62 652 93.51 3 434 5,13 916 1,37
Votoù an diavaez 4 252 98,13 55 1,27 23 0.53
Total 2 044 038 90,18 177 547 7,83 44 913 1,98

Daveoù ar sontadegoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 Participació del 60% i més avantatge del sí l'1-O
    (Katalaneg)
    . Ara (16 a viz Gwengolo 2017).

  2. La mayoría de los catalanes cree que el referéndum no se celebrará
    (Kastilhaneg)
    . La Razón (16 a viz Eost 2017).

  3. Encuesta NC Report
    (Kastilhaneg)
    . La Razón (16 August 2017).

  4. 4,0 ha4,1 La pressió de l’Estat no fa perdre suports a l’1-O ni a la independència
    (Katalaneg)
    . Ara (24 a viz Gouere 2017).

  5. 5,0 ha5,1 Baròmetre d'Opinió Política. 2a onada 2017
    (Katalaneg)
    . CEO (21 a viz Gouere 2017).

  6. Baròmetre d'Opinió Política. 2a onada 2017 - REO 857
    (Katalaneg, Kastilhaneg, Saozneg)
    . CEO (21 a viz Gouere 2017).

  7. Referéndum: La mayoría dice no a la "república catalana"
    (Kastilhaneg)
    . La Razón (3 a viz Gouere 2017).

  8. Encuesta NC Report
    (Kastilhaneg)
    . La Razón (3 a viz Gouere 2017).

  9. El 54% de los catalanes está dispuesto a participar en una consulta unilateral
    (Kastilhaneg)
    . La Vanguardia (2 a viz Gouere 2017).

  10. 10,0 ha10,1 El 65,4% de los catalanes que han decidido ir a las urnas el 1-O votará sí a la independencia
    (Kastilhaneg)
    . El Confidencial (3 a viz Gouere 2017).

  11. 11,0 ha11,1 Primera encuesta sobre el referéndum catalán: participación del 64% y ventaja para el 'sí'
    (Kastilhaneg)
    . Ara (18 a viz Even 2017).

  12. Baròmetre d'Opinió Política. 1a onada 2017
    (Katalaneg)
    . CEO (30 March 2017).

  13. Huge upsurge in support for independence is revealed in world exclusive final Catalan poll
    (Saozneg)
    . The National (3 a viz Gwengolo 2017).

  14. El 60% de los catalanes quiere participar en el referéndum del 1-O
    (Kastilhaneg)
    . eldiario.es (17 a viz Gwengolo 2017).

  15. El 'sí' ganará con un 72% y un 50% de participación si se celebra el referéndum
    (Kastilhaneg)
    . El Español (5 a viz Gwengolo 2017).


Daveoù kemmañ

  1. News, ABC. "Catalan parliament paves the way for independence vote". ABC News. Bet gwelet d'ar 6 a viz Gwengolo 2017.
  2. Aroca, Jaume. "Se buscan los datos de 5,5 millones de catalanes para el Referéndum". lavanguardia.com (e kastilhaneg). Bet gwelet d'an 30 a viz Even 2017.
  3. "El Constitucional suspende de urgencia la ley del referéndum" (e kastilhaneg). El País. 8 a viz Gwengolo 2017. Gwelet d'an 12 a viz Gwengolo 2017.
  4. "Más de 700 ayuntamientos confirman que colaborarán en el 1-O, a la espera de Barcelona" (e kastilhaneg). La Vanguardia. 9 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet 12 a viz Gwengolo 2017.
  5. "Colau y Domènech advierten a JxSí de que no aceptarán "más lecciones de desobediencia"" (e kastilhaneg). La Vanguardia. 11 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet 12 a viz Gwengolo 2017.
  6. Jones, Sam; Burgen, Stephen (21 a viz Gwengolo 2017). "Spain crisis: 'stop this radicalism and disobedience,' PM tells Catalan leaders". The Guardian. Madrid/Barcelona. Bet gwelet 22 a viz Gwengolo 2017.
  7. "La jueza deja en libertad al mayor Trapero pero le impone medidas cautelares". Cadena Ser. 16 a viz Here 2017.
  8. "Trapero defensa que els Mossos no van ser avisats del dispositiu amb prou temps". Diari de Girona (e katalaneg). 7 a viz Here 2017. Bet gwelet d'an 11 a viz Ebrel 2018.
  9. Stone, Jon (20 a viz Gwengolo 2017). "Spanish police storm Catalan government buildings to stop independence referendum". Independent. Europe correspondent. Bet gwelet d'an 22 a viz Gwengolo 2017.
  10. "Two Catalan independence leaders taken into custody by Spanish national court". 16 a viz Here 2017. Bet gwelet 20 a viz Here 2017.
  11. "Los 'Jordis' a prisión por "alentar a la masa" contra la Guardia Civil el 20-S" (e kastilhaneg). El Español. 16 a viz Here 2017. Bet gwelet d'ar 21 a viz Here 2017.
  12. "Un vídeo muestra cómo Cuixart y Sànchez intentaron disolver la manifestación de Economia". La Vanguardia. Bet gwelet d'an 18 a viz Here 2017.
  13. "Spain: charges for sedition and pre-trial detention against Jordi Cuixart and Jordi Sanchez are excessive". Amnesty International. Bet gwelet d'an 18 a viz Here 2017.
  14. Penty, Charles (21 a viz Gwengolo 2017). "Spain Hires Cruise Liner to House Police in Rebel Catalonia". Bloomberg News. Barcelona. Bet gwelet d'an 22 a viz Gwengolo 2017.
  15. "Vítores en la salida de los guardia civiles a Cataluña" (e kastilhaneg). La Verdad (Murcia). 27 a viz Gwengolo 2017.
  16. "Miembros de la Guardia Civil, vitoreados en su salida hacia Catalunya" (e kastilhaneg). La Vanguardia. 25 a viz Gwengolo 2017.
  17. Solé, Alba (25 a viz Gwengolo 2017). "La Guàrdia Civil tanca el web de l'ANC i 140 més sobre l'1-O". El Nacional. Bet gwelet d'an 17 a viz Ebrel 2018.
  18. "El TSJC ordena a Google retirar la app que informa sobre cómo y dónde votar el 1-O difundida por Puigdemont" (e kastilhaneg). La Vanguardia. 30 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet d'ar 17 a viz Ebrel 2018.
  19. "Internet Society statement on Internet blocking measures in Catalonia, Spain". Internet Society. 21 a viz Gwengolo 2017.
  20. "El Parlamento Vasco muestra su apoyo al referéndum catalán". EITB. 28 a viz Gwengolo 2017.
  21. "Media statement: Violation of the right of self-determination of the Catalan People". Alfred de Zayas' Human Rights Corner. 23 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet d'ar 25 a viz Gwengolo 2017.
  22. "Scottish Government release statement on Catalonia referendum". The Scotsman. 16 a viz Gwengolo 2017. Bet gwelet d'an 20 a viz Gwengolo 2017.
  23. Jones, Sam (24 a viz Gwengolo 2017). "Catalan campaigners hand out a million referendum ballots". The Guardian.
  24. 24,0 ha24,1 "La guia per a votar al referèndum del primer d'octubre" (e katalaneg). VilaWeb. 1 a viz Here 2017. Bet gwelet d'an 11 a viz Ebrel 2018.
  25. "La ONU frena el intento de dar aval internacional al referéndum catalán" (e kastilhaneg). El País. 26 a viz Gouere 2017. Bet gwelet 30 a viz Gwengolo 2017.
  26. "Diskleriadenn Kentañ-Ministr Belgia d'ar 1 a viz Here 2017". 1 a viz Here 2017. Bet gwelet d'ar 1 a viz Here 2017.
  27. Gudavičius, Stasys. "Prezidentė: referendumas Katalonijoje – nekonstitucinis, bet..." 2 a viz Here 2017. Bet gwelet d'an 22 a viz Mae 2018.
  28. "Spanish authorities should begin dialogue with Catalans - Russian senator". TASS. 1 a viz Here 2017.