Beatrice Regina della Scala

(Adkaset eus Regina della Scala)

Beatrice Regina della Scala, a vez graet pe Beatrice pe Regina anezhi hepken alies, ganet e 1333 e Verona, marvet e 1384 e Sant'Angelo Lodigiano, a oa ur briñsez italian.

Bernabò Visconti hag e bried Beatrice della Scala.
Skoed an tiegezh della Scala
Bezenskrivadur Beatrice Regina della Scala e Milano
Monumant d'an daou bried Bernabò Visconti ha Beatrice della Scala
Delwenn gant Bonino da Campione, Castello Sforzesco)

He buhez kemmañ

He zud kemmañ

Kentañ bugel Mastino II della Scala (1308-1351) ha Taddea di Carrara (?-1375), e oa. He zad a oa aotrou Verona, Vicenza, Padova, Parma, Brescia ha Lucca. He mamm a oa merc'h da Jacopo I, bet aotrou Padova, ha da Elisabetta Gradenigo. He zri breur, yaouankoc'h eviti, Cangrande II (1332-1359), Cansignorio (1340-1375) ha Paolo Alboino (1343-1375), a voe kenaotrouien Verona ha Vicenza o-zri, en 1351. He c'hoar Verde (?-1394) a zimezas da Niccolò II d'Este, aotrou kêr Ferrara.

He dimeziñ kemmañ

E miz Gwengolo 1350 e timezas da Bernabò Visconti, a oa o ren e kêr Milano, hervez un emglev diazezet abaoe 1345. He fried a laboure, war un dro gant e zaou vreur Matteo ha Galeazzo, evit Giovanni Visconti (1290-1354), arc'heskob Milano, vikel an impalaer hag aotrou kêr Milano.

Bevañ a reas Beatrice er palez San Giovanni in Conca, e Milano, gant ur pried a reas dezhi pemzek bugel en ur ober 25 bloaz.

E miz Here 1354 e varvas Giovanni Visconti, ha setu an tri niz, Matteo, Galeazzo, ha Bernabò, deuet da vout kenaotrouien Milano. Eus tri fenn ar gouarnamant avat e varvas unan, Matteo, e Gwengolo 1355, ma ne chomasnemet daou. E miz Eost 1378 e varvas unan all, Galeazzo, ma ne chomas nemet unan ken, ha setu Bernabò e-unan o ren.

Regina n'he devoa ket nemeur a levezon war vuhez kevredigezhel ha politikel Milano. Koulskoude, e miz Kerdu 1369, e kredas Bernabò fiziout enni gouarnamantoù korn-bro Lunigiana ha kêr Pisa, nevez kemeret gantañ.

En Mezheven 1370 edo gant Bernabò da goulz seziz Reggio Emilia, a oa dalc'het neuze Feltrino Gonzaga[1]. A-benn ar fin e voe kemeret kêr, graet marc'had ha paeet un dic'haou , ha fiziet gouarn kêr gant Bernabò en he fried Beatrice[2].

Beatrice, pawelas edo Bartolomeo II, bastard da Cansignorio, o ren war-lerc'h he breudeur, a c'houlennas lakaat he gwirioù hêrezh da dalvezout hag a lakaas seziz, en Ebrel 1378, war kêr Verona gant armeoù John Hawkwood ha Lucio Lando, condottiere e servij Barnabé. Pa voent trec'het ez eas gant he mab Marco da arsailhat kêr en miz Du 1378. En C'hwevrer 1379 e tilezas he gwirioù goude roetdezhi 440 000 florin hag ul leve bloaz a 2 000 florin.

 
Monumant da Barnabé ha Beatrice Visconti
(delwenn gant Bonino da Campione, Castello Sforzesco)


Gwelout ar pennad Cripta di San Giovanni in Conca er Wikipedia italianek.</ref> e Milano. Hiziv emañ he c'horf e-kichen hini he fried Bernabò er c'h-Castello Sforzesco.

Bugale kemmañ

Pemzek bugel he doe, pemp mab ha dek merc'h.

  1. Taddea Visconti (war-dro 1351-1381) a zimezas, en 1364, da Étienne III Bavaria, Dug Bavaria-Ingolstadt
  2. Verde (war-dro 1352-war-dro 1414), anvet diwar-lerc'h he moereb Verde della Scala, a zimezas, en 1365, da Leopold III Habsbourg, dug Stiria
  3. Marco (1353-1382) a voe aotrou Parma, a zimezas en 1367 da Isabella, merc'h da Frederig Bavaria-Landshut
  4. Ludovico (NC-1404), gouarnour Lodi, a zimezas en 1381 d'e geniterv Yolande, merc'h da Galeazzo II Visconti
  5. Rodolfo (1358-1388), aotrou Parma
  6. Carlo (1359-1403) aotrou Parma, a zimezas en 1382 da v-Béatrix, merc'h da Yann II an Tort , kont Armagnac ha da Jeanne de Périgord
  7. Antonia (1360-1405) a zimezas en 1380 da Eberhard III Wurtemberg
  8. Caterina (1360-1404) a zimezas en 1380 d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti a renas war-lerc'h Bernabò, hag a voe rejantez he mab Gian Maria Visconti eus 1402 da 1404, hag a varvas gant ar c'hontamm
  9. Valentina Visconti (1361-1393), pe Valenza (ca 1361-1393), a zimezas en 1378 da Pierre II de Lusignan, roue Kiprenez
  10. Agnese (war-dro 1362-1391) a zimezas en 1380 da Francesco Iañ Mantova, aotrou Mantova, a lakaas he dibennañ en 1391,
  11. Maddalena (1366-1404) a zimezas en 1381 da Friedrich von Bayern-Landshut
  12. Gianmastino (1370-1405) a voe aotrou Bergamo a zimezas en 1385 da g-Cleofe, merc'h da Antonio Iañ della Scala, aotrou Verona,
  13. Lucia (1372-1424) a zimezas en 1407 da Edmund Holand, 4e kont Kent,
  14. Elisabetta (war-dro 1374-1432) a zimezas en 1395 da Ernst Iañ Bavaria, dug Bavaria
  15. Anglesia (NC-1439) a zimezas en 1400 da Janus Lusignan, roue Kiprenez, hag a gasas anezhi kuit war-dro 1407, dre ma ne c'hane bugel ebet.

Bugale all en doe Bernabò gant maouezed all, serc'hed pe nann.

Notennoù kemmañ

  1. Feltrino Gonzaga (?-1374), mab da Lodovico Iañ Mantova hag aotrou Novellara, a oa trede pried Caterina Visconti, merc'h da Mateo II ha dre-se nizez da Barnabé.
  2. En 1371 e voe prosez e kêr Reggio Emilia ouzh Gabrina degli Albeti, dre ma oa brudet da vezañ sorserez: hennezh eo ar c'hoshañ prosez sorserezh en Italia ha dihelloù ar prosez zo bet miret. Diwar neuzee teuas an an anv-badez Gabrina da dalvezout kement ha sorserez e skridoù Ludovico Ariosto, Straparola ha skrivagnerien all.