Reiñ bronn eo an doare naturel istorel ha yac'h da vagañ ar vugale nevez c'hanet hag ar vugale vihanañ. Peurvuiañ e vez graet gant ar vamm a ro bronn d'he bugel e-pad c'hwec'h miz pe muioc'h. A-wechoù e veze roet bronn gant ur vagerez.

Tiegezh ur penn Kamakan o prientiñ ur banvez, livet gant Jean-Baptiste Debret (1768-1848), dourlivadur, 18,6 x 29,3cm. War-dro 1820-1830. Ur vaouez a weler o reiñ bronn.
Maouez Himba gant he c'hrouadur.
Ur vaouez Kabala, e Sierra Leone er bloavezhioù 1960, o reiñ bronn.
Magañ daou war un dro


Doare yac'h kemmañ


Magerezed kemmañ

Pa n'halle ket ar vamm, pe pa ne fell ket dezhi, e kemere ur vagerez gwechall. Gwechall e veze kemeret merc'hed diwar ar maez da vagañ bugale an tiegezhioù pinvidik er c'hêrioù ha tier noblañsed. Pa n'o deveze ket laezh ken e vezent skarzhet.

Pod-sunig kemmañ

Hiziv e vez maget ar vugale gant laezh ouzh ur pod-sunig. Gallout a ra an tadoù magañ o bugale evel-se.


Tennañ laezh kemmañ

 
Tennañ laezh

Maouezed zo o devez re a laezh hag a ro anezhañ. Neuze e vez tennet laezh gant ur mekanik.


Levrlennadur kemmañ

  • Elisabeth Badinter. Le conflit, la femme et la mère, 2010. Hervez an oberourez ez a ar magañ bugale kontrol da zieubiñ ar merc'hed.

Taolennoù kemmañ