Reiderland (distagañ :[1]) a zo ur gumun e proviñs Groningen en Izelvroioù. Savet eo bet e 1990 : divodet e voe Finsterwolde ha Bad Nieuweschans ha kendeuzet e voent e Beerta. E 1992 e voe dibabet an anv Reiderland. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober ar gumun : Beersterhoogen, Beerta, Booneschans, Drieborg, Ekamp, Finsterwolde, Finsterwolderhamrik, Ganzedijk, Goldhoorn, Hamdijk, Hongerige Wolf, Kostverloren, Kromme-Elleboog, Nieuw-Beerta, Nieuwe Statenzijl, Bad Nieuweschans, Oude Statenzijl, Oudedijk, Oudezijl hag Ulsda.

Reiderland
kumun eus an Izelvroioù
Anvet diwarRheiderland Kemmañ
StadIzelvroioù Kemmañ
E tiriadGroningen Kemmañ
Located in the present-day administrative territorial entityOldambt Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel53°10′0″N 7°5′0″E Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Reiderland Kemmañ
Contains settlementEkamp Kemmañ
Erlec'hiañ a raFinsterwolde, Beerta Kemmañ
Deiziad divodadur1 Gen 2010 Kemmañ
Kod-post9684–9694 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Reiderland Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Reiderland Kemmañ
Map

Kuzul-kêr kemmañ

Reiderland a zo unan eus ar peder c'humun izelvroat ma kaver kuzulierien a zo ezel eus ur strollad komunour (an teir c'humun all o vezañ : Heiloo, Scheemda ha Lemsterland). Da-geñver dilennadeg 2002 e teuas Nieuwe Communistische Partij-NCPN da vezañ strollad politikel pouezusañ Reiderland (44% eus ar mouezhioù, 5 kuzulier diwar 13).

Da-geñver dilennadeg 2006 e kollas NCPN 3 dileuriad, hag e tapas kaout 18,3% eus ar mouezhioù. E kuzul-kêr Reiderland ez eus 13 dileuriad :

Reiderland kemmañ

Reiderland a zo ivez anv un takad en Izelvroioù hag en Alamagn en em gavas dindan dour (en holl 33 c'hêriadenn hag ur gêr) e 1277 pa voe savet pleg-mor Dollart. Lod brasañ an takad a zo bet lakaet da bolder abaoe.

Dazont kemmañ

A-benn ar 1añ a viz Genver 2010 e vo kendeuzet Reiderland, Scheemda ha Winschoten e kumun Oldambt. Winschoten eo a vo lakaet da bennlec'h.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.