Reineke Fuchs (Goethe)

Reineke Fuchs zo ur varzhoneg veur alamanek gant Goethe, embannet e 1794. Rannet eo e daouzek kan e gwerzennoù mod Homeros (c'hwec'htroadegoù), savet gantañ diwar skridoù eus ar Grennamzer anavezet e meur a vro, evel ar Roman de Renart e galleg, pe Reineke de Vos, en alamaneg-izel, embannet e Lübeck e 1498.

Johann Wolfgang von Goethe: Reineke Fuchs. Golo embannadur Cotta (1846)

E brezhoneg kemmañ

Lakaet eo bet e brezhoneg gant Jakez Riou hag embannet gant Gwalarn e 1936 gant an titl Troiou-kamm Alanig al Louarn[1]. Adembannet eo bet e skolveurieg gant Emgleo Breiz e 2000 ha gant An Alarc'h e 2011 e peurunvan.

Heuliañ a reas Jakez Riou testenn Goethe dre vras, nemet lakaat a reas an istor da c'hoarvezout e Breizh. Skarzhañ a reas koulskoude an abadennoù amourousted etre al louarn hag ar vleizez ; skarzhañ a reas ivez pajennoù flemmus Goethe a-enep pennoù bras an Iliz rak disheñvel e oa he stad e Frañs e 1930 diouzh ar pezh e oa da vare ar renad kozh. Hag ouzhpennañ a reas un diwezh kentelius : kastizet e rank bezañ Alanig, koll a ra e lost ha mervel nepell goude. Oberenn Goethe a echu war-lerc'h an emgann-daou, pa 'z eo bet al louarn anvet da vinistr ar justis, gant ur gentel disheñvel a-walc'h : "E-giz-se e tro ar bed, e-giz-se e troio".

Lennegezh kemmañ

  • Helmut de Boor (Hrsg), Die deutsche Literatur: Texte und Zeugnisse. Bd. 1. Mittelalter. S.738 -752. München, 1988 (ISBN 978-3-406-01948-7)
  • Nicholas Boyle, Goethe. Der Dichter in seiner Zeit. Bd. 2: 1790 – 1803. S.194 - 196. Frankfurt am Main. 2004 (ISBN 978-3-458-34750-7)
  • Karl Otto Conrady, Goethe - Leben und Werk. S.577 - 580. Düsseldorf und Zürich, 1994 (ISBN 978-3-538-06638-0)
  • Richard Friedenthal, Goethe – sein Leben und seine Zeit. S.411 - 412. R. Piper Verlag München, 1963
  • Gerhard Schulz, Die deutsche Literatur zwischen Französischer Revolution und Restauration. Teil 1. Das Zeitalter der Französischen Revolution: 1789 - 1806. S.322 - 323. München 1983 (ISBN 978-3-406-00727-9)
  • Gero von Wilpert: Goethe-Lexikon. S.879. Stuttgart 1998 (ISBN 978-3-520-40701-6)

Notennoù kemmañ