Renadur ar penn (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen renadur ar penn (saoz. : head directionality) evit komz eus un arventenn gevreadurezhel (soaz. syntactic parameter hervez lec'h ar penn e-keñver renadennoù pe elfennoù all ur ger kevrennek pe ur frazenn, da skouer lec'h an anv en ur frazenn anv e-kenver an anvioù-gwan.

Disrannet e vez ar yezhoù evel-hen etre an daou rummad-mañ, en ur c'hoût e tenn da duadoù nemetken kentoc'h evit da dalvoudoù peurvoudek, dal lâret eo e c'hell ur yezh en em derc'hel peurliesañ evel ur yezh eus ur rummad met a-wezhoù en em derc'hel evel ur yezh eus ur rumamd all evel ma c'hoarvez a-wezhoù gant an anvioù-gwan o tennañ da ventoù ("bras", "bihan"), da livioù, h.a. :

  • Yezhoù gante ar penn el lec'h diwezhañ (saoz. head final) : mont a ra ar penn da heul elfennoù all ar frazenn liammet outañ evel e japaneg hag en euskareg ; da skouer, en euskareg :
autobus-geltoki
("arsav kirri-tan")
Penn = geltoki ("arsav")
Bilboko elizbarrutia
("eskopti Bilbo")
Penn = Bilbo (genitivel)
  • Yezhoù gante ar penn el lec'h kentañ (saoz. head initial): mont a ra ar penn a-raok elfennoù all ar frazenn liammet outañ evel e

brezhoneg hag er yezhoù romanek, da skouer e galleg:

arrêt de bus
("arsav kirri-tan")
Penn = arrêt ("arsav")
Le chat que j'ai vu
("ar c'hazh am eus gwelet")
Penn = le chat ("ar c'hazh")

Great e vez ivez "yezhoù diorroet a-dehoù" (saoz. right-branching) eus ar yezhoù gante ar penn el lec'h kentañ dre m'en en diorren ar renadennoù a-dehoùd'ar penn ha "yezhoù diorroet a-gleiz" (saoz. left-branching) eus ar re gante ar penn el lec'h diwezhañ dre m'en en diorren ar renadennoù a-gleiz d'ar penn, da skouer e saozneg :

diorroadur a-gleiz
frazenn anv
anv, d.s. woman
ger mell + anv, d.s. the woman
ger mell + anv-gwan + anv, d.s, the tall woman
(ger mell + anv genitivel) + anv, d.s. the woman's eyes
(ger mell + anv-gwan + anv genitivel) + anv, d.s. the tall woman's eyes

Gwelit ivez

kemmañ