Renault
- Evit implijoù all, gwelet Renault (disheñvelout).
Ar stroll Renault (distagadur IPA: [ʀəˈno]) a zo ur saver kirri-tan ha traktourioù gall, savet e 1899 gant ar vreudeur Louis, Marcel ha Fernand Renault. Broadelaet eo bet e 1945, ha prevesaet en-dro e 1996, daoust ma chom ar stad c'hall ar c'hevranneg pennañ. Abaoe 1999 eo liammet gant ar saver japanat Nissan, hag abaoe 2017 gant Mitsubishi. Er bloaz 2010 e oa an dekvet saver kirri-tan er bed evit a sell ouzh an niver a weturioù graet (hervez OICA)[1].
-
Ur Renault 4CV (1960)
-
Un traktour
-
Renault Espace e 1985
-
Renault Captur 2013, an SUV eus an dazrann B ar muiañ gwerzhet en Europa