Republik Arab Yemen
Republik Arab Yemen (en arabeg : الجمهوريّة العربية اليمنية, al-Jamhūrīyah al-`Arabīyah al-Yamanīyah), a veze graet Norzhyemen pe Yemen an Norzh anezhi alies, a oa ur stad savet e 1962 hag aet da get e 1990 pa unanas gant Republik Demokratel ha Poblel Yemen evit ober Republik Yemen. Mont a rae d'ober al lodenn walarn eus ar vro-mañ. Kemer a rae lec'h Rouantelezh Yemen a badas eus 1918 da 1962, pa voe diskaret ar rouantelezh gant naserourien. Sana'a e oa ar gêr-benn.