Republik Bologna
Republik Bologna a voe embannet e 1796 e kêr Bologna.
Ur Republik suj da Vro-C'hall e oa, a badas ken na voe staget ouzh Republik Cispadania d'ar 16 a viz Here 1796.
Ur gouarnamant nav c'honsul a oa, en e benn ur Presidente del Magistrato a oa da chom pevar miz e karg, a-raok lezel e garg gant unan eus ar gonsuled all.