Ar Raeti (e latin[1]) pe ar Reted(Daveoù a vank) a oa ur c'hengevredad meuriadoù eus an Alpoù o devoa ur yezh hag ur sevenadur kar da re an Etrusked moarvat. A-raok bezañ aloubet gant ar Romaned e oant o chom, e rannvroioù Grischun (Suis), Vorarlberg ha Tirol (Aostria) ha Su Tirol ha Lombardia e Norzh (Italia).

Retia en Impalaeriezh Roma

Er bloavezhioù 16-14 kent J.-K., goude bezañ distrujet lod eus kêrioù ha kreñvlec'hioù ar Raeti, e voe aloubet Raetia gant ar Romaned. Savet e voe neuze proviñs roman Raetia, enni lodennoù eus Alamagn er su d'an Danav.

N'eo ket asur gerdarzh an anv Raeti. Anvet e voe proviñs Raetia diwar anv ar bobl-se.

Mammennoù eus an Henamzer a zisklêr e oa eus ar Raeti, Etrusked kaset kuit eus traoñienn ar Po gant ar C'halianed ha bet o klask repu e traoñiennoù an Alpoù. Gwirheñvel eo avat e oant pobloù henvroat eus an Alpoù dreist-holl. O yezh, ar reteg, a oa kar d'an etruskeg moarvat, met peadra zo da grediñ ne oa ket diskennet anezhañ[2]. Un darn eus meuriadoù ar Raeti d'an nebeutañ (e biz Italia) a gendalc'has da gomz o yezh betek an IIIde kantved goude J.-K moarvat. Re all (re Bro-Suis) a gomze yezhoù keltiek da vare an impalaer roman Aogust (30 kent J.-K. – 14 goude J.k.).

Rannet e oa ar Raeti en un niver a veuriadoù. Lod anezhe hepken zo roet o anv en un doare fraezh er mammennoù kozh.

Meuriadoù ar Raeti a zeuas buan da vezañ sujidi leal eus an impalaeriezh roman ha pourchas a rejont un niver a soudarded dreist ar muzul da vagadoù skoazell (Auxilia) an arme roman.

Aloubadeg ar Romaned kemmañ

Ar Raeti, hag o amezeien kelt eus an norzh, ar Vindelici, a oa sujet gant mab-kaer an impalaer roman Aogust, Tiberius, ha gant Drusus e 15 a-raok J.-K.[3].

Betek 100 goude J.-K. pe war-dro, e oa gwarnizonet ar vro, war harzoù ar c'hornôg (e Vindonissa adalek 15 pe war-dro), gant ul lejion roman (legio XIX moarvat betek ar bloaz 9, pa oa distrujet en Emgann koad Teutoburg). Ouzhpenn-se, bagadoù skoazell roman (Auxilia) ha leves armaturae ("bagadoù skañv", ur milis eus ar vro moarvat) a oa gwarnizonet eno ivez[4]. An nerzhioù-se a dalveze da dalañ ouzh gourdrouzoù deut eus an diavaez. Strabo a skriv e oa degemeret-mat renerezh an Impalaeriezh roman gant holl veuriadoù an Alpoù ha ne oant ket en em savet e-pad an 33 bloaz a oa tremenet abaoe an aloubadeg[5].

Ar Raeti (hag ar Vindelici) a oa ret dezhe paeañ telloù da Roma[6]. Koulskoude o ziriad ne oa ket bet aozet evel ur broviñs roman met e-giz un distrig milourel dindan aotrouniezh un ofiser eus urzh an Equites, anvet "prefed (praefectus) ar Raeti, ar Vindelici ha traoñienn Poenina"[7]. War a seblant, n'eo ket a-raok an impalaer Glaoda I (41-54), e teuas an distrig da vezañ ur broviñs da vat, Raetia et Vindelicia dezhi da anv ofisiel (berraet e Raetia e fin ar 1 kantved) tra ma oa dispartiet traoñienn Poenina (Canton Valais, e Suis) diouti da vezañ staget ouzh proviñs an Alpes Graiae[8]. Gouarnet e oa Raetia gant ur procurator eus urzh an Equites[9].

Hervez ar roudoù epigrafek, e-pad ar prantad ma oa renet an Impalaeriezh roman gant tiegezh ar Julii (30 kent J.-K. - 37 goude J.-K.) e oa savet 10 rejimant skoazell troadegiezh d'an nebeutañ e-touez meuriadoù ar Raeti (ar cohortes Raetorum)[10]. Da lâret eo war-dro 5000 soudard, un niver bras-kenañ e-keñver ar boblañs vihan a oa e traoñiennoù an Alpoù. kement-se a laka unan da soñjal e oa dedennet-bras ar Raeti gant ur respet en arme roman.

Yezhoù kemmañ

Pa voe dilezet o yezh, ar reteg, gant ar Reted e voe komzet yezhoù retoromanek ganto

Levrlennadur kemmañ

Mammennoù kemmañ

Levrioù istor kemmañ

  • A. Baruffi, Spirit of Rhaetia: The Call of the Holy Mountains (LiteraryJoint, Philadelphia, PA, 2020), (ISBN 978-1-716-30027-1)
  • Alfoldy, Geza (1974): Noricum
  • Cambridge Ancient History (1996): Vol X, The Augustan Empire
  • 1911 Encyclopædia Britannica (enlinenn)
  • Cornell, T. J. (1995): The Beginnings of Rome
  • Faliyeyev, Alexander (2007): Dictionary of Continental Celtic Placenames (enlinenn)
  • Holder, Paul (1980): Studies in the Auxilia of the Roman Army
  • Lejeune, M. (1988). Recueil des inscriptions gauloises: II.1 Textes gallo-étrusques. Textes gallo-latins sur pierre. Pariz : CNRS. 
  • Ó Hógain, Dáithi (2006) The Celts
  • Marchesini, Simona and Roncador, Rosa (2015): Monumanta Linguae Raeticae (https://www.researchgate.net/publication/317717346_Monumenta_Linguae_Raeticae)
  • Zavaroni, Adolfo (2001): Le Iscrizioni Retiche ("Raetic Inscriptions") (enlinenn)


Notennoù kemmañ

  1. Skrivet e veze ivez Rhaeti, Rheti pe Rhaetii
  2. Cornell (1995) 44
  3. Dio LIV.22.3-4
  4. CAH X 538-9
  5. Strabo IV.6.9
  6. Strabo IV.6.9
  7. CAH X 539
  8. CAH X 541
  9. CAH X 369
  10. Holder (1980) 223-4