Reveulzi C'hlas (India)
Ar Reveulzi C'hlas en India a vez graet eus ur marevezh ma oa bet uhelaet-kalz produerezh labour-douar India dre berzh un neveziñ eus teknikoù gounit an douar. Ur reveulzi C'hlas a sikour ur vro a-fed diorroadur, evel en India, met ivez da dalañ ouzh ur c'hounez izel-izel adal al labour-douar. Kroget e voe ar Reveulzi-se e India sioul dres goude dieubidigezh ar vro e 1947 met a-wir adal penn kentañ ar bloavezhioù 1960. Buan e zegasas un uhelaat d'ar broduiñ freun evit ar fardañ boued dreist-holl er Punjab, Haryana hag Uttar Pradesh e-pad pazenn gentañ an obererezhioù. Ouzhpenn d'an disorc'hoù mat er bazenn gentañ e voe gwelet ivez un uhelaat bras d'ar gounidoù ed. An disorc'hoù-se a vez awenet gant labourioù kalz skiantourien evel an ijinour labour-douar stadunanat Dr. Norman Borlaug pe c'hoazh ar skiantour genetek Indian M. S. Swaminathan.
Degemer doareoù edajoù lies kemmesket gant implij produioù kimiek hag un dourañ modernoc'h hag aozet gwelloc'h a zegasas ul lamm anat er broduerezh boued en India betek lakaat ar vro da gaout trawalc'h a voued evit ar boblañs a-bezh ouzhpenn da vodernaat an teknikoù gounnez an douar.