Ar Reveulzi neolitik a vez graet eus ar c'hentañ reveulzi kouerel, ma troas meuriadoù chaseourien-kutuilherien da gumuniezhioù labourerien-douar e-kerzh marevezh an Neolitik. Hervez al labourioù arkeologel e vez gwelet meur a zoare doñvaat al loened hag ar plant. Disheñvel eo bet an doareoù hag al lec'hioù ma tiwanas an doñvadurioù-se, ha seizh pe eizh korn-bro a zo bet mammenn dre ar bed da lies mareoù.

Reveulzi neolitik
dispac'h, argerzh
Rann eusNeolitik Kemmañ
ArvezNeolitik Kemmañ
Lec'hKreskenn Strujus Kemmañ
Deiziad kregiñ8. millennium BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ2. millennium BCE Kemmañ
Lec'hioù mammenn hag emled al labour-douar

Al lec'h kentañ a zo bet er Reter-Nesañ, eno an dud a oa tremenet goustadik eus kutuilhañ plantennoù gouez, en Natoufian, betek tizhout produerezh plantennoù ha loened doñvaet. Pazennoù lies a zo bet e-kerzh 4000 bloaz.