Reinaldo Hierrezuelo

(Adkaset eus Rey Caney)

Reinaldo Hierrezuelo la O, pe Rey Caney[1], ganet d'an 30 a viz Kerzu 1926 e Santiago de Cuba, ha marvet e La Habana d'an 23 a viz C'hwevrer 2016, a oa kaner, gitarour ha tresero kuban.

E vuhez kemmañ

Ur pennad e voe e penn ar strollad Cuarteto Patría, brudet goude gant Eliades Ochoa. Er bloavezhioù 1950 e kemeras lec'h Compay Segundo en daouad Los Compadres, evit kanañ gant e vreur Lorenzo Hierrezuelo. Hag e-pad 30 vloaz o deus kanet a-gevret.

Kanañ a rae ivez gant un toullad strolladoù all.

E 1990 e tistroas da Santiago de Cuba da gemer penn ar strollad Vieja Trova Santiaguera.

Kanet en deus ivez gant e c'hoar Caridad Hierrezuelo, kanerez guaracha.[2]

Notennoù kemmañ

  1. pennad db Rey Caney : [1]
  2. Giro, Radamés 2007. Brudet eo e ganaouenn Caña quemá (Kanell a zev).
    • Diccionario enciclopédico de la música en Cuba. La Habana. vol 4, p21