Óscar Gutiérrez, ganet d'an 11 a viz Kerzu 1974, brudet dre e anv war ar ring Rey Mysterio Jr. pe Rey Mysterio (spagnoleg evit "Roue Kevrinus"), zo ur c'hatchour a-vicher stadunanat. Teir gwech eo bet kampion ar bed.

Rey Mysterio e 2015

Yaouankiz

kemmañ

Gutierrez en devoa kroget gant ar c'hatch e Mexico d'an 30 a viz Ebrel 1989, pa oa oadet a 14 vloaz nemetken. Gourdonet e oa gant e eontr Rey Misterio Sr.. Desket en devoa buan diazezoù al Lucha Libre nijus a zo chomet abaoe e zoare da stourm war al leurennoù. Da gentañ e veze graet "La Lagartija Verde (Ar glizard gwer)" ha "Colibrí" eus outañ a-raok ma vefe roet gant e eontr e anv leurenn Rey Misterio Jr.

 
Rey Mysterio o weladenniñ soudarded stadunanat e 2009)