Richard Parry (eskob)

Richard Parry (1560–1623) a oa eskob Llanelwy e hanternoz Kembre hag unan eus troerien ar Bibl e kembraeg.

Delwenn Richard Parry er monumant en enor da droerien ar Bibl, e Llanelwy

Ganet e voe e 1560, mab da John ap Harri, eus Pwllhalog, Cwm, e Sir y Fflint da neuze, ha d'e wreg Elen ferch Dafydd ap John, eus Llanfair Dyffryn Clwyd, e-kichen Rhuthun.

Beleget e voe e 1584, ha mont da rener skol Rhuthun. Goude bezañ bet dean Bangor e voe sakret eskob Llanelwy e 1604. Dimezet e oa gant Gwen ferch John ap Rhys Wyn ha pevar mab ha seizh merc'h o devoe.

Adwelet a reas Richard Parry an droidigezh kembraek eus ar Bibl graet gant an eskob William Morgan, un nebeud bloavezhioù abretoc'h. Gant e vreur-kaer, ar geriadurour John Davies, e reas al labour-se moarvat. Lakaat a reas embann, e kembraeg, ar Bibl hag al Levr Pedennoù e 1620 ha 1621.

Liamm diavaez

kemmañ