Richarzh Iañ (dug Normandi)
Richarzh Iañ, pe Richarzh Dizaon (Fécamp war-dro 930 - 996) a oa mab bastard da Gwilherm Hir e Gleze ha da Sprota, ha trede dug Normandi eus 942 da 996.
Hervez istorourien zo e vije kentañ dug Normandi.
E vuhez
kemmañBugel e oa c'hoazh pa varvas e dad Gwilherm Hir e Gleze e 942. E vamm, Sprota, a oa ur serc'h vreizhat skrapet er brezel, hag a oa dimezet d'e dad hervez un dimeziñ More danico.
Goude marv Gwilherm ec'h addimezas Sprota da Esperleng, ur miliner pinvidik; ur mab o doe, Rodulf Ivry , hantervreur da Richarzh.
Dimezioù ha bugale
kemmañE gentañ eured a voe en 960 da Emma, merc'h da Huon Bro-C'hall,[1] ha Hedwig von Sachsen.[1] Yaouankik e oant bet dimezet. Mervel a reas-hi goude an 19 a viz Meurzh 968, ha hi divugel.
Hervez Robert of Torigni, ur pennadig goude marv Emma, ez eas Richarzh da chaseal hag reas un ehan e ti ur c'hoadour. Orgediñ a reas ouzh gwreg ar c'hoadour, Seinfreda, met ur vaouez a vertuz e oa, ken e kinnigas d'an dug ober al lez d'he c'hoar, Gunnor. Gunnor a voe serc'h dezhañ, ha sevel a reas renk he ziegezh en dugelezh. He breur, Herefast de Crepon, a vefe bet kaoz d'ur prosez disivoud. Gunnor a oa, evel Richarzh, a wad viking ha danat. A-benn ar fin e voe lidet o eured evit divastardiñ o bugale :[2]
- Richarzh II, dug Normandi
- Robert, Arc'heskobRouen, kont Evreux
- Mauger, kont Corbeil
- Emma Normandi, a zimezas da zaou roue saoz
- Maud Normandi, pried da Odo II Bleaz, kont Bleaz, Champagne ha Chartres
- Hawiz Normandi a zimezas da Jafrez Iañ, Dug Breizh
- Papia Normandi
- William, kont Eu
- Orielda (963-1031), pried da Fulk, Aotrou Guernanville, Dean Evreax[3],[4]
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Detlev Schwennicke, Europäische Stammtafeln: Stammtafeln zur Geschichte der Europäischen Staaten, Neue Folge, Band II (Marburg, Germany: J. A. Stargardt, 1984), Tafel 10
- ↑ Todd A. Farmerie: Robert de Torigny and the family of Gunnora, Duchess of Normandy.
- ↑ Further Genealogical Notes on the Tyrrell-Terrell Family of Virginia and Its English and Norman-French Progenitors by Edwin Holland Terrell published 1909, p. 12.
- ↑ The History of Normandy and of England: William Rufus, accession of Henry Beauclerc, Volume 4 by Francis Palgrave Parker, published 1864, p. 222