Richborough
Richborough (distaget ˈrɪtʃbrə pe ˈrɪtʃbərə e saozneg) zo ur gêriadenn e reter kontelezh Kent, e Bro-Saoz, en hanternoz da Sandwich. Tost eo Richborough da Enez Thanet.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/93/Castle_Richborough_Fort_interior_ruins_Richborough_Kent_England_2.jpg/220px-Castle_Richborough_Fort_interior_ruins_Richborough_Kent_England_2.jpg)
Pellik emañ Richborough diouzh ar mor bremañ, met en Henamzer e oa war an aod, er c'hreisteiz d'ar vrec'h-vor a zispartie Enez Thanet diouzh an douar-bras.
Istor
kemmañRutupiae pe Portus Ritupis a oa ur c'hreñvlec'h meur gant ar Romaned e Kent, savet ganto goude aloubadeg Enez Vreizh e -43. Penngarter al Legio II Augusta e oa.