Rick Grimes zo un dudenn ijinet e bed ar c'homics ha stirad skinwel The Walkind Dead. C'hoariet eo gant Andrew Lincoln. Krouet gant ar skrivagner Robert Kirkman hag an treser Tony Moore, an dudenn a zo bet tu gwelet evit ar wech kentañ er c'homics The Walking Dead #1 e 2003.

Andrew Lincoln a c'hoari Rick Grimes er stirad skinwel

Rick Grimes zo sheriff ur gêr vihan. Ur mab en deus anvet Carl, ha dimezet eo gant Lori. Dihuniñ a ra eus ur c'homa goude bezañ bet tennet warnañ gant torfedourrien. Ur wech dihunet en un ospital goullo e kompren ez eo bet riñset ar bed gant un aloubadeg zombied.

En heuliad comics, Rick eo an dudenn o dreistbevañ ar pellañ, heuliet gant e vab Carl, kamaladez Carl Sophia Peletier, ha mamm nevez Sophia, Maggie Greene.