Riders on the Storm
Riders on the Storm zo ur ganaouenn saoznek gant ar strollad sonerien stadunanat The Doors.
Hervez Robby Krieger, gitarour ar strollad, e oa bet levezonet krouidigezh Riders on the Storm gant (Ghost) Riders in the Sky: A Cowboy Legend, ur ganaouenn savet gant ar sonaozer stadunanat Stan Jones e 1948. Deuet e voe e-maez un nebeud mizioù a-raok da Jim Morrison mont da Anaon e Pariz d'an 3 a viz Gouere 1971.
Anavezet-mat eo Riders on the Storm en abeg da drouzioù ar glav o pilat hag ar barradoù arnev, mesket en un doare souezhus gant an notennoù sklintin sonet gant Ray Manzarek war e biano tredan.
- Prantad enrollañ : miz Kerzu 1970,
- Lec'h enrollañ : The Doors Workshop e Los Angeles (Kalifornia) (SUA),
- Padelezh : 7:10[1],
- Ti-embann-pladennoù : Elektra Records,
- Deiziad dont e-maez : 19 a viz Ebrel 1971 (war an albom L.A. Woman[2]),
- Kanaouenn war eil tu ar bladennig (deuet e-maez e miz Mezheven 1971) : The Changeling,
- Produourien : Bruce Botnick, Joey Levins ha The Doors.
Ar sonerien
kemmañ- John Densmore[3] : taboulin,
- Robby Krieger : gitar,
- Ray Manzarek : piano tredan,
- Jim Morrison : kan.
Arzourien all
kemmañAdkanet e oa bet Riders on the Storm gant un toullad mat a arzourien all Annabel Lamb, Bob Sinclar, Brutal Bill, Cameo, Carlos Santana, Claire Diterzi, Creed, Dancing Fantasy, Dezperadoz, Escape with Romeo, Forthcoming Fire, Incubus, Infected Mushroom, Megan Washington, Nightmares on Wax, Ray Manzarek & Bal, Snoop Dogg, The Jacka, Tube Tech, Wednesday 13 ha Wolfmother en o zouez.
Ar gerioù
kemmañLiamm diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ 4:35 war ar bladennig.
- ↑ Dekvet ha diwezhañ kanaouenn an albom.
- ↑ Skrivet en devoa ul levr, Riders on the Storm an titl anezhañ, hag a zanevell e vuhez gant The Doors. Deuet e oa e-maez e 1991.