Digeriñ al lañser pennañ
Ridley Scott (2012)

Ur fimaozer saoz eo Ridley Scott. Savet en deus ar film American Gangster gant Denzel Washington ha Russell Crowe.

Ganet e oa bet d’an 30 a viz Du 1937 e South Shields e Breizh-Veur. Goude bezañ bet graet studioù war an arz ha savet e kentañ film (ur film-berr) er Stadoù-Unanet e labour Ridley Scott evit ar BBC. Kenlabourat a ra evit an heuliad-filmoù The Informer ha Z-Car. “Priz Juri Festival Cannes” en deus bet e 1977 evit e film hir kentañ The Duellists. Goude-se e teu da vezañ anavezet. Daou film graet un tammig war-lerc'h vo dreist-brudet betek bezañ filmoù “kult” : Alien e 1979 ha Blade Runner e 1982. E hent micher a zo bet kamm-digamm. Un nebeud filmoù-all graet gantañ : Thelma and Louise 1991, 1492 : Christophe Colomb e 1992, Gladiator 2000, Black Hawk Down 2001 (mouezh Denez Prigent a vez klevet e sonerezh ar film-se), Kingdom of Heaven 2005.

Roll filmoùAozañ